Timbroù Tripolitania

Tripolitania pe Tripolitana a vez graet eus rannvro Tripoli, keoded eus kornog Libia, e hanternoz Afrika. Tiriad an Impalaeriezh Otoman e oa a-raok na kouezhfe etre daouarn an Italianed e 1911, goude ur brezel etre rouantelezh Vittorio Emanuele III a-enep Turkia hag a echu gant sinadur Feur-emglev Lausanne d'an 18 a viz Here 1912.

Marc’heg arab o bukañ ur c’harr-nij - 1937.

Emren eo ar vro ez-ofisiel, nemet aloubet eo mui pe vui gant an Italianed goude ar Brezel-bed kentañ. Dont a ra da vezañ un drevadenn zisheñvel diouzh Libia etre ar 26 a viz Even 1927 hag an 3 a viz Kerzu 1934. Staget e vo ouzh Libia warlerc’h.

Ac’hubet e vo gant an armeoù saoz e 1943, ha meret ar vro (ha hini Cyrenaica) gant melestradurezh ar Rouantelezh Unanet betek 1951.

Gant ar rummad gouestlet da Brezegerezh ar Feiz e krog e 1923 an embann timbroù evit Tripolitania gant an aotrouniezh italian. Timbroù italian dreistmoullet int, betek 1925.

Adalek 1926 ez eus lakaet er-maez rummadoù a-ratozh evit broioù dindan dalc’h Italia Mussolini, unan oc’h enoriñ da skouer an “Institute Coloniale Italiano” : skeudennaouiñ a ra ur vaouez roman war-sav, o tec’hel ur c’hleze en he dorn dehou hag ur pal en dorn fall.

Un toullad rummadoù evit ar post dre garr-nij zo embannet etre 1931 ha 1933. E miz Here 1934 ez eus embannet c’hwec’h timbr evit brudañ Eil Diskouezadeg Arzoù an Trevadennoù. Da c’houde e vo graet gant timbroù trevadenn italian Libia e korn-bro Tripoli.

Timbr saoz soulgarget evit Afrika – 1942
Timbr saoz soulgarget evit Tropolitania – 1950

Red an Eil brezel-bed a gas ar Saozon da verañ Tripolitania adalek 1943.

Etre 1948 ha 1950 : emañ ar velestradurezh soudardel saoz e penn ar vro. Timbroù gant poltred ar Roue George VI dreistmoullet M.E.F. (“Middle East Forces” ) a zo implijet e Tripolitania, evel e Cyrenaica, Eritrea hag Etiopia da c’houlz-se.

Etre 1950 ha 1951 : ar velestradurezh nann-soudardel a embann timbroù saoz dreistmoullet "B A TRIPOLITANIA M A L " evit "British Administration" (Melestradurezh Breizh-Veur) ha “Military Administration Lire” (Lira ar Velestradurezh Soudardel).

E 1951, pa c’hoarvez dizalc’hidigezh Rouantelezh Libia e koll Tripolitania e bersonelezh postel.


Pennadoù kar

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.