Timbroù Gilbert hag Ellice

Emañ enezegoù Gilbert hag Ellice e kreiz ar Meurvor Habask. Gwarezva ar Rouantelezh Unanet int bet etre 1892 ha 1916, ha fiziet enno statud un drevadenn betek ar bloaz 1975.

Timbr 1939
Timbr gant Elizabeth II

Diouzh mont-ha-dont al listri-kenwerzh e vez kaset ha resevet lizhiri gant annezidi Inizi Gilbert hag Elliz, e-pad an XIXvet kantved. Ur servij postoù zo lakaet war droad e 1911; timbroù an inizi Fidji, warno penn Edward VII, zo soulgarget GILBERT & ELLICE / PROTECTORATE ha lakaet e gwerzh d’ar 1añ a viz Genver eus ar bloaz-se, heuliet e miz Meurzh gant ur rummad a 4 zimbr o skeudenniñ ur wezenn Pandanus, hag ar meneg GILBERT & ELLICE ISLANDS / PROTECTORATE.

Da heul e vez moullet e 1912 timbroù boutin George V, warno ar soulgarg GILBERT & ELLICE ISLANDS. Rummadoù nevez a vo embannet adalek ar 14 a viz Genver 1939, o kinnig buhez ar vro ha penn a-skerb ar Roue George VI. Lakaet e vo penn Elizabeth II en e lec’h pa vo adembannet e 1956.

60vet deiz-ha-bloaz dizoloadenn ludu gris war Ocean Island zo pennabeg ur rummad 4 zimbr embannet d’ar 1añ a viz Mae 1960. Gant ar rummad embannet e 1965 e reer anaoudegezh gant hengoun hag oberennoù bemdez tud ar vro. Dre implij ur sistem moneizel dre zegoù e ranko ar postoù soulgargañ an timbroù-se e 1966, hag adembann anezho e 1968. Embannet e vez war-dro 10-15 timbr pep bloaz gant postoù an drevadenn, ur rummad peder skeudenn alies, betek dibenn ar bloaz 1975.

E 1976 ez eo rannet e daou an trevadennoù ha deuet da vezañ dizalc’h dindan an anvioù Tuvalu ha Kiribati

Pennadoù kar kemmañ