Un enezenn er Meurvor Habask eo Guam hag ur rann eus Enezeg Mariana.

timbr 1899 soulgarget GUAM gant poltred ar Prezidant Daniel Webster

Tiriad Bro-Spagn

kemmañ

Etre 1521 ha 1898 emañ Guam dindan dalc’h Bro-Spagn. Timbroù ar Filipinez eo a vez implijet eno adalek 1876 : skeudenn ar Roue Alfonso XII, ardamez Spagn (etre 1881 ha 1888) ha poltred Alfonso XIII pa oa bugel (etre 1890 ha 1898).

Trec’h eo ar Stadoù-Unanet war Vro-Spagn goude ur brezel e 1898, hag e miz Kerzu eo sinet Emglev Pariz a ziskler eo gwerzhet Enez Guam d’an Amerikaned. Diouzh an tu all, ar peurrest eus Inizi Mariana a gouezh etre daouarn an Impalaerezh Alaman. Emañ an arme amerikan war an enez abaoe miz Even 1898 dija.

Tiriad Stadoù-Unanet Amerika

kemmañ

E 1899, pa grog an US Navy da verañ an enez, e vez lakaet da zont er-maez unnek timbr amerikan soulgarget « GUAM ». Diskouez a reont poltred tudennoù vrudet, en o zouez prezidanted ar Stadoù-Unanet.

E miz Meurzh 1901 e kemer an United States Post Office Department (USPOD) ar garg eus ar Postoù war an eneze. Tud ar vro koulz hag ar soudarded amerikan eus an US Navy a ray hiviziken gant timbroù par d’ar re gwerzhet er Stadoù-Unanet. Ar sielladur eus kêr Guam eo a verk hepken orin al lizher. An hevelep politikerezh a ren e tiriadoù tramor ar Stadoù-Unanet evel en Inizi Mariana an Hanternoz (adalek 1944), Inizi Gwerc'h (abaoe 1917), Puerto Rico (goude 1900) hag an Inizi Samoa amerikan (1899).

Guam Guard Mail

kemmañ
 
Timbroù ar Post lec’hel

Betek ar bloavezhioù 1930 ne reer gant timbroù nemet evit al lizhiri kaset tramor, ha n’eus ket e gwirionez ur gwir servij postoù evit ar re kaset da dud ar vro. E 1930 eta e tiviz ar Gouarnour W. Bradley Jr. lakaat war droad ur servij lec’hel, harpet war izili al lu lec’hel (“Guam Guard »). Moullet eo timbroù-post ispisial evit paeañ an taos ret. E miz Ebrel e kaver daou dimbr eus ar Filipinez soulgarget GUAM / GUARD / MAIL : unan gwer a goust “2 cents” a zskouez José Rival hag egile gant poltred ar Prezidant William McKinley (“4 cents” ruz).

E miz Even ez eus ijinet timbroù 1 cent ha 2 cent gant ardeamez Guam. Pep hini zo ruz ha du, hep peg ouzh ar gein.

Timbroù Filipinez 6 cent glas-ruz (“Magellan”) ha 10 cent glas « Henry Ware Lawton » a vo lakaet e gwerzh gant an hevelep gerioù “GUAM / GUARD / MAIL”.

Lakaet e vo un dermen d’ar postoù lec’hel d’an 8 a viz Ebrel 1931 pa ray war-dro ar velestradurezh amerikan.

Aloubadeg ar Japaned

kemmañ

D’an 10 a viz Kerzu 1941 eo ac’hubet Guam gant soudarded Bro-Japan. Gant melestradurezh ar Japaniz e vez implijet an hevelep timbroù ha re ar Filipinez, aloubet gante ivez. E penn-kentañ e teu er-maez timbroù amerikan soulgarget gant gerioù a vroud trec’hioù ar Japaniz er Meurvor Habask. Da heul e vez embannet timbroù gant ar meneg e saozneg ("PHILIPPINES") e 1942, e japaneg e 1943 hag e filipineg ("REPUBLIKA NG PILIPINAS") e 1943.

Ar sielladur hepken a c’hell prouiñ eo bet kaset al lizher eus Guam.

Ar velestradurezh amerikan

kemmañ

Etre ar 21 a viz Gouere hag an 10 a viz Eost 1944 e tarzh Emgann Guam etre ar Japaniz hag an Amerikaned. Skarzhet ar Japaniz e teu ar velestradurezh amerikan en-dro.

E miz Even 2007 eo deuet er-maez ar rummad “Scenic American Landscapes”, ha war unan eus an timbroù eo dispaket an aod ha pleg-mor Hagåtña Bay e Guam.