Timbroù Gwiana saoz
Bez e oa eus servijoù post prevez e Gwiana saoz adalek 1796, hag e-pad un toullad bloazioù war-lerc'h. Timbroù ar Rouantelezh-Unanet a veze graet gante e Georgetown ha Berbice.
Melestradurezh ar postoù a voe diazezet er vro d'ar 1añ a viz Gouere 1850 gant ar gouarnamant saoz, nemet ne voe ket aotreet da embann timbroù.
Neuze, penn-rener ar postoù e Georgetown a c'houlennas digant implijidi ar gazetenn Royal Gazette moullañ anezho. Savet e voent dindan stumm un tamm paper ront gant ar gerioù BRITISH GUIANA war ar riblennad hag ar priz-talvoud (eus 2 c betek 12 c) er c'hreiz. Du e oa liv ar moullañ, disheñvel hini ar paper hervez ar priz.
Anvet eo bet "Cottonreels" an embann-se, abalamour d'ar waskell implijet. Rouez eo an timbroù-se evel-just.
An timbroù kentañ bet savet e Londrez a erruas e 1852 erfin, warno un dresadenn eeun (ur vag dre lien) ha ger-stur an drevadenn gant ur fazi : DAMUS PATIMUS QUE VICISSIM ("Reiñ a reomp hag o c'hortoz an distro emaomp"). Reizhet e voe ar bloaz war-lerc'h gant timbroù engravet hag ar ger PETIMUS reizh.
Ne oa ket bet kaset a-walc'h a dimbroù avat rak e 1856 e rankas Rener ar Postoù embann timbroù 1 cent ha 4 cent gant moulladurioù ar vro. Difeson e voe an disoc'h pa oa bet klasket dreveziñ moulladur Londrez.
An timbroù-se zo e-touez ar re rouesañ a zo er bed, an timbr "1 c magenta British Guiana" zo anavezet ur skouerenn hepken diouti hiriv.
E 1898 e voe embannet timbr-koun evit lidañ 50vet deiz-ha-bloaz ar Rouanez Viktoria gant skeudenn Menez Roraima ha lamm-dour Kaieteur, hag unan all e 1931 evit lidañ 100vet deiz-ha-bloaz krouidigezh an drevadenn. Rummadoù all, o skeudennaouiñ buhez ha labourioù ar vro, a zeuas er-maez e 1934, 1938 ha 1954, hep disoñjal ar rummadoù boutin embannet e broioù ar Commonwealth.
Ur rummad a dri dimbr zo embannet evit lidañ an emrenerezh politikel e 1961.
E 1966 e voe roet he frankiz d'ar vro gant Breizh-Veur, ha treiñ a ra hec'h anv da GUYANA (Gwiana)
Pennad kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Proud, Ted. The Postal History of British Guiana. Proud-Bailey Co. Ltd., 2000. (ISBN 1-872465-26-9)
- L. N. Williams, "British Guiana's Cottonreels", Encyclopedia of Rare and Famous Stamps, v.I, pp.13-23. David Feldman (1992)