Timbroù Inizi Marshall

Republik Inizi Marshall (RIM) zo ur vroad vikronezian dizalc’h abaoe 1984, savet gant un toullad atolloù hag enezennoù strewet er Meurvor Habask, en norzh da Nauru.

Timbr 1901
Timbr 1904

Un drevadenn alaman e voe e fin an XIXvet kantved, ha timbroù Alamagn a voe implijet adalek 1888. E 1897 avat e voe dreistmoullet re ar bloazioù 1889 (tresadenn an erer gant divaskell astennet) ha 1900 (rummad « Germania») gant Marschall-Inseln. E 1900 e teuas er-maez ar rummad SMS Hohenzollern gant an alc’hwez MARSHALL-INSELN ar wech-mañ.

Dreistmoullet e voent gant al lizherennoù G.R.I. (« Georgius Rex Imperator » e latin) e 1914 pa voe aloubet an tiriad gant arme ar Rouantelezh-Unanet.

Fiziet e voe dazont an inizi e Bro-Japan goude ar Brezel-bed Kentañ, ha timbroù ar vro-se a voe implijet gant annezidi ar vro, hep an disterañ meneg ispisial. Pa voe kollet ar brezel gant Japan e 1945 e voe divizet reiñ d’an inizi ur statud United Nations Trust Territory of the Pacific . Timbroù Stadoù-Unanet Amerika a voe lakaet e gwerzh betek 1984.

Dizalc’h e voe Republik an Inizi Marshall e 1984. Ma krogas dousik an embann timbroù gant melestradurezh ar vro, buan e tapas pleg-fall Stadoù nevez diwanet, ha rummadoù timbroù diniver a voe lakaet war ar marc’had : 50 timbr evit brudañ pep a lestr-brezel ar Stadoù-Unanet e 1997, 42 timbr warno poltred Prezidanted ar Stadoù-Unanet… War-dro 1800 timbr a voe embannet etre 1984 ha 2004, pa ouzer n’eus « nemet » 37 000 den o vevañ war an inizi.