Timbroù Keoded Dieub Lübeck

Emañ Keoded Lübeck e Hanternoz Alamagn, war vord ar Mor Baltek. E-pad ar Grennamzer (ha betek 1669 d’an nebeutañ) e oa Lubeck kerbenn an aozadur bolitikel ha kenwerzhel anavezet dindan anv « an Hansa ».

Timbroù kêr Lubeck

Etre an 13 a viz Kerzu 1810 ha 1815 e save Lübeck ha tiriadoù tro-war-dro un departamant gall anvet Bouches-de-l'Elbe

War-lerc'h ma voe faezhet Napoleon Bonaparte e 1814, e voe rannet an departamant etre Rouantelezh Hannover, Dugelezh Holstein ha Keodedoù Dieub Hamburg ha Lübeck.

D’ar 1añ a viz Genver 1859 e vez lakaet timbroù er-maez evit ar wech kentañ. War pep hini anezho ec'h arvester un erer daoubennek gant diwaskell displeget, ur vigelc’h a stumm disheñvel hervez ar bloavezhioù.

Diblaen eo timbroù mouladur 1863, Emañ ar gerioù Lübeck en nec’h ha Schilling en traoñ, priz an timbr a bep tu ha n’eo ket e pep korn anezhañ evel a-raok.

D’ar 1añ a viz Genver 1868 ez eo degemeret Lübeck e Kengevread Norzh Alamagn, ha diwezhatoc’h (1871) en Impalaeriezh alaman.

Levrelennadur

kemmañ
  • (de) B. E. Crole: Geschichte der Deutschen Post. Eil embannadur, e ti W. Malende e Leipzig, Leipzig 1889.
  • (de) Wilhelm Kähler: Die Lübecker Briefmarken. E : Der Wagen 1960, pp.5 6-59.