Bouches-de-l'Elbe (en alamaneg: Elbmündungen) zo anv unan eus an departamantoù gall a voe krouet en Alamagn e 1811, pa voe staget ouzh Bro-C'hall al lodenn -se eus ar vro, en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ, a badas betek 1815.

Departamantoù gall e hanternoz Alamagn e 1812.

Hambourg (Hamburg) a oa ar pennlec'h, hag isprefetioù a oa en Lubeck (Lübeck), Lunebourg Lüneburg ha Stade.

Dont a ra e anv eus ar stêr Elbe.


Arondisamantoù ha kantonioù

kemmañ

War-lerc'h ma voe faezhet Napoléon Bonaparte e 1814 e voe rannet an departamant etre Rouantelezh Hannover, dugelezh Holstein ha kêrioù dieub Hamburg ha Lübeck.

Emañ an douaroù-se e stadoù Saks-Izel, Schleswig-Holstein hag Hamburg.

Liammoù

kemmañ