Emañ Stad-priñselezh Morvi er Gujarat, e hanternoz Bro-Soruth, en India. Gwarezva ar Rouantelezh-Unanet e oa betek ma emezel Morvi d'an Unvaniezh India dizalc'h.

Timbr Morvi - 1931

Etre 1931 ha 1948 ez eus bet implijet timbroù gant ar meneg "MORVI STATE POSTAGE" evit kas lizhiri er vro. Daou rummad timbroù zo bet embannet, o kinnig pep hini poltred ar Maharajah Lakhdhirji Waghji.

Timbroù India zo bet graet gante goude 1948.