Timbroù Sabah
Frank e voe trevadenn saoz Borneo an Norzh e 1963 ha diouzhtu e kemeras perzh e Kevread Malaysia dindan an anv Sabah. E-pad ur prantad-amzer berr e voe embannet timbroù gant ar meneg SABAH.
Dreistmoullet e voe e 1964 timbroù Borneo an Norzh ar bloaz 1961 (poltred Elesbed II e-kichen skeudennoù eus loened ar vro, plant, gweledvaoù…).
Ar bloaz war-lerc’h e voe lakaet er-maez e pep Stad eus Kevread Malaysia ur rummad timbroù war an hevelep patrom : skoed-ardamez ar rannvro hag ur fleurenn. Heuliet e voe e 1971 gant ur rummad timbroù gouestlet d’ar balafenned, da fleurennoù Malaysia e 1979.
45 timbr a voe embannet da vezañ implijet e Stad Sabah a ra gant timbroù Kevread Malaysia hiviziken.