Timbroù Borneo an Norzh

Emañ enezenn Borneo e gevred Azia, er Mor Habask. Rannet eo etre peder Stad : an darn vrasañ zo tiriad an Indonezia (anvet « Kalimantan ») hag en hanternoz zo sultanelezh Brunei ha stadoù Sabah ha Sarawak, izili Kevredad Malaysia. Da vare an drevadennerezh e vez anavezet Sabah dindan anv Borneo an Norzh.

Timbr Borneo an Norzh – 1888

1883-1893 : Meret eo Borneo an Norzh gant un embregerezh prevez. Embannet e vez timbroù gant an alc’hwez « North Borneo Postale » pe « British North Borneo », warne ardamezioù ar vro.

1894-1901 : Ur Stad dizalc’h eo. Alc’hwezioù teiryezhek a lenner war an timbroù (saozneg, malayeg, sinaeg), embannet dindan anv STATE OF NORTH BORNEO . Liesseurt eo danvez ar skeudennoù : loened, gweledvaoù…

1901-1948 : Gwarezvro ar Rouantelezh-Unanet eo Borneo an Norzh. Timbroù embannet gant an alc’hwez : THE STATE OF BORNEO – BRITISH PROTECTORATE

Timbr Borneo dreistmoullet e japaneg
Timbr Japan evit Borneo

1943-45 : Aloubet eo Borneo gant arme ar Japan. Daou rummad timbroù zo moullet, met aliesoc’h e vez dreistmoullet timbroù Borneo an Norzh pe re Japan evit bezañ implijet eno.

British Military Administration
Timbr Borneo an Norzh – 1948

1945 : Emañ Borneo an Norzh dindan aotrouniezh melestradurezh an arme saoz. Dreistmoullet e vez an timbroù gant al lizherennoù B.M.A. (« British Military Administration »). Implijet e vezont e Brunei, Labuan ha Sarawak ivez.

1948-1964 : Trevadenn ar Rouantelezh-Unanet eo.

1964 : Roet eo e frankiz da Vorneo. Emezelañ a ra da gKevredad Stadoù Malaysia (« Federated Malay States ») dindan an anv Sabah. Timbroù a vo embannet dindan an anv-se e 1964-1965 a-raok ober gant timbroù Malaysia.

Pennadoù kar

kemmañ