Timbroù Soudan c'hall
Soudan c'hall a oa anv un drevadenn en Afrika ar C'hornaoueg C'hall, dindan dalc’h Stad Bro-C’hall abaoe dibenn an XIXvet kantved. Heñvel-tre eo tiriad Soudan C'hall ouzh hini Mali a-vremañ. Arabat eo e gemmeskañ gant Stad Soudan, er su da Egipt.
Etre 1894 ha 1902 e veze implijet timbroù savet evit holl drevadennoù Impalaeriezh trevadennel Frañs, da lavaret eo ar rummadoù Alphée Dubois ha Navigation et Commerce gant anv an tiriad e traoñ an timbroù.
A-hed an amzer e voe adframmet melestradurezh an trevadennoù afrikan. Treiñ a reas ar vro da vezañ un tamm eus Senegambia ha Niger, e 1902, a yeas da Senegal-Uhel ha Niger diwezhatoc’h (1904).
E 1920 e tivizas ar Gouanamant gall kendeuziñ an darn vrasañ eus Senegal-Uhel ha Niger dindan an anv Soudan français hag ul lodenn a savas Volta-Uhel ha Niger diouzh an tu all.
An timbr eus 1914 savet evit Senegal-Uhel (ar marc’heger touareg war un dremedal) a voe implijet betek fin ar bloavezhioù 1920. Dreistmoullet e voe gant SOUDAN FRANÇAIS met kavet e vez FRANCAIS war reoù a zo.
Dav e voe gortoz 1931 evit gwelet ur rummad timbroù a-ratozh-kaer evit Soudan C'hall. Skeudenniñ a reont ur vaouez eus ar bobl Fula (anvet « Peulh »), dor kêr Djenne hag ur bageer war ar stêr Niger. Ur rummad 29 zimbr eo, a voe adembannet ul lodenn anezhañ e 1939.
Danvez an timbroù a voe embannet betek 1944 eo ar re a veze kavet e trevadennoù gall all : Diskouezadeg Trevadennel Pariz (1931), Pierre ha Marie Curie (1938), 150vet deiz-ha-bloaz an Dispac'h Gall (1939)...
Enframmet e voe Soudan en Afrika ar C'heheder C'hall e 1944. Dizalc’h e voe Soudan c'hall e 1960 hag adanvet Republik ar Mali.