Timbroù Transvaal
Emañ Transvaal e biz Suafrika, « en tu all d’ar stêr Vaal ». E 1856 e voe krouet ar Republik gant ar vBoered, badezet « Zuid-Afrikaansche Republiek » gante, met poan he doa o terc’hel d’he frankiz a-enep levezon ar Saozon eus trevadennoù Kab ar Spi Mat ha Natal. Staget eo Transvaal ouzh an Impalaeriezh saoz e 1877. Gant ur stourm armet, kaset adalek 1880, e teuas a-benn ar vBoered hag o fennrener Paul Krüger da gas an alouberien kuit. « Eil brezel ar vBoered » a grogas e 1899 avat, kriz ha didruez e voe evit ar boblañs. Echuiñ a reas gant trec’h ar Rouantelezh-Unanet. E miz Mae 1902 e kouezhas Transvaal (ha Stad dieub Oranje) dindan beli Breizh-Veur.
D’an 31 a viz Mae 1910 e savo Transvaal, asambles gant proviñsoù Natal, Stad dieub Oranje ha Kab ar Spi Mat, ur vro unvan gant statud un Dominion : Unvaniezh Suafrika.
Adalek 1994 ez eo rannet an Transvaal e peder rannbarzh e-kreiz Republik Suafrika : Gauteng, Mpumalanga, Limpopo ha Proviñs ar Gwalarn.
An timbroù kentañ, embannet e 1869, zo eeun a-walc’h. Lakaat a reont da wel ardamezioù ha bannieloù ar vro, hag an alc’hwez « Z. AFR. REPUBLIEK ». Adembannet e vint ingal betek 1877 pa goll ar vro hec’h emrenerezh. Soulgarget eo an timbroù-se gant « V.R. TRANSVAAL ». E 1878 ez eus lakaet e gwerzh un timbr poltred ar Rouanez Viktoria warnañ, a-zindan ar meneg « Transvaal Postage ».
Adsavet eo ar Republik e 1881 hag embannet e 1883 ur rummad timbroù gant tresadenn ardamezioù ar vro, evit broudañ ar santimant broadel hag ar frankiz adkavet. Ne bado ket avat, rak e 1900 ez eo ac’hubet an Transvaal gant soudarded an trevadennoù amezek. Soulgarget e vez an timbroù nevez-se gant al lizherennoù V.R.I. (« Victoria Regina Imperatrix ») hag E.R.I. diwezhatoc’h (Edwardus Rex Imperator) evit merkañ aotrouniezh Breizh-Veur. E 1902 ez eus embannet un timbr gant poltred ar Roue Edward VII, evel e n’eus forzh trevadenn eus an Impalaeriezh.
Adalek 1910 e vez implijet timbroù Unvaniezh Suafrika ha re Republik Suafrika (RSA) en eil rann an XXvet kantved.