Timbroù an Douar-Nevez

An Douar-Nevez (e saozneg: Newfoundland; e galleg: Terre-Neuve, en iwerzhoneg: Talamh an Éisc), zo un enezenn eus Reter Kanada er Meurvor Atlantel.

Timbr Humphrey Gilbert
Savadur - 1928

Trevadenn ar Rouantelezh-Unanet eo an Douar-Nevez betek ar bloaz 1919 pa zeu da vezañ un Dominion. Nac’het he doa an Enez bezañ ezel eus Kengevread Kanada dre ur vouezhiadeg e 1869, met poan he deus ar Stad o virout un emrenerezh hag a goust ker-ruz d’an dud. E 1934 e ra freuz-stal: diframmet eo ar Parlamant hag anvet e vez ur gouarnamant nevez gant Londrez evit merañ ar vro.

E 1948 e vez aozet div vouezhiadeg a-zivout dazont an enez: ar c’hentañ a ro 45% eus ar mouezhioù a-du gant raktres ur Stad dizalc’h, 41 % evit dont da vezañ ur proviñs eus Kanada ha 18% evit derc’hel gant ar statud Dominion. An eil mouezhiadeg a ro avat ar muiañ-niver (52%) evit kemer perzh er c’hengevredad Kanadian. Dekvet proviñs Kanada eo adalek 1949 neuze, gant an anv ofisiel « Douar-Nevez ha Labrador » abaoe 2001.

Etre 1857 ha 1948 ez eus bet embannet war-dro 300 timbr en Douar-Nevez, klask warno gant an dastumerien evit perzh-mat an dresadenn ha liested an danvezioù (loened, savadurioù ar vro, tudennoù an istor, familh roueel ar Rouantelezh-Unanet…).

Tour Cabot
Wilfried Grenfell - 1941

Pennad kar

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ