Timișoara
Timișoara (roumaneg; Temesvár en hungareg, Temeswar en alamaneg; Темишвар/Temišvar e serbeg) a zo ur gêr vras e kornaoueg Roumania. 319 279 a dud a oa o vevañ enni e 2011, da lavaret eo an trede brasañ kêr eus ar vro. E-pad pell e oa ur gêr meur a bobl o vevañ enni, hag en XIXvet kantved da skouer eo an Alamaned a oa an niverusañ (54,57% e 1880), ha bremañ eo kalz disteroc'h o niver (1,37% hepken). Disteraet a-galz eo ivez an niver a Yuzevien (7% e 1930, 0,11% bremañ). An niver a Hungared a save da 5,12% e 2011. Er bloaz 1880 ne save an niver a Roumaned nemet da 13% eus an hollad, pa dapont 87% bremañ.
Liammoù diavaez
kemmañ- (ro) (en) (de) Lec'hienn ofisiel