Tiranoktoned
An Diranoktoned[1] eo an anv a reer eus daou zen, Harmodios (war-dro 530-514 kent JK) hag Aristogeion (war-dro 550-514 kent JK),, a lazhas Hipparc'hos, tirant Aten, er bloavezh 514 kent JK, hag a voe lazhet tost kerkent. An "dieuberien" a vez graet anezhe ivez.
Dont a rejont da vezañ harozed eus Aten abalamour do ferzh e diskar an diranted. Bet int ar c'hentañ Gresianed a voe kavet dellezek gant o c'henvroidi da gaout un delwenn savet dezhe[2].
An div vammenn bennañ diwar-benn drouklazh an tirant eo hini Toukidides (VI, 56-59) ha Bonreizh Aten (XVIII) gant Aristoteles.
Marevezh istorel
kemmañKemer ar galloud a reas Peisistratus e 561. Un tirant a vez graet anezhañ, met ar ger gregach tyrannos ne dalvez ket e oa un den kriz, nemet eo dre nerzh eo e kemeras ar galloud. Peisistratus a blije d'ar bobl peogwir e reas pinvidigezh ha galloud Aten, goude ma veze kasoni outañ e tiegezhioù an noblaénsed kozh o doa kollet ar galloud.
Pa varvas Peisistratus e 527/528 e renas e zaou vab Hippias hag Hipparc'hos war e lerc'h. Kenderc'hel a rejont hervez an hent diskouezet dezho gant o zad, met displijet e voe an dud pa grogas Hipparc'hos da c'hoari gant e c'halloud.
Ar muntr
kemmañKement-se a c'hoarveze er bloavezh 514 a-raok JK eta. Un atenad eus ar renkad etre e oa Aristogiton, hervez Thucydides, war-dro 35 bloaz dezhañ. Hervez Lukian Samosata avat, en e ziviz flemmus Ar C'horbiner (48), e oa Aristogiton « un den eus ar werin hag ur paour».</ref>.
Harmodios, ur paotr yaouank eus noblañs kêr, e "bleuñv kened e yaouankiz" hervez an istorour, a oa e vuiañ-karet, e eromenos[3].
Hervez Toukidides[4], en doa bet Hipparc'hos, hag eñ unan eus ar Bisistratided (gourvibien an tirant kozh Pisistratos), ur gabestrenn digant Harmodios. Evit reiñ un distro lous e klaskas un doare a-feson.
Pediñ a eure c'hoar ar paotr yaouank da vezañ kaneforos (dougerez ar baner) e lidambroug ar Panathénées. Kement-se a oa un enor ha ne veze kinniget nemet da verc'hed uhelañ tiegezhioù Aten. Goude-se, dirak an holl, e kasas anezhi kuit war-zigarez ne verite ket an enor-se.
Hervez Aristoteles[5], e oa Thessalos, mab da serc'h Peisistratus, ur vaouez a oa genidik a Argos anezhi, un den a oa hanter-vreur da Hipparc'hos neuze, hag en doa bet ar gabestrenn digant Harmodios hag a viras ouzh e c'hoar a vezañ kaneforos. Ne vern penaos eo war-lerc'h an darvoud-se e c'hoantaas Harmodios hag Aristogiton klask kaout an dizober eus Hipparc'hos, a reas ar vezhekadenn, hag ivez eus e vreur Hippias, a oa ar galloud etre e zaouarn e gwirionez.
Liammoù diavaez
kemmañ- Istor Harmodius hag Aristogiton Projet Androphile - Ar garantez etre paotred en istor ar bed
Notennoù
kemmañ- ↑ Eus an henc'hresianeg τύραννος, túrannos, « tirant » ha κτείνω, kteínô, « lazhañ »
- ↑ W.E.H. Lecky History of European Morals, (embannadur 1898), II, 274-95
- ↑ Toukidides Brezel Peloponnesos (VI, 54, 2).
- ↑ Brezel Peloponnesos (VI, 56, 1).
- ↑ Patrom:AriCon (XVIII, 2).