Domitianus
(Adkaset eus Titus Flavius Domitianus)
Titus Flavius Domitianus, anvet ivez Domitian, a oa impalaer roman eus 81 da 96. Ganet e oa e Roma e 51 ha marvet eno e 96. Eil mab Vespasian e oa, breur da Ditus, hag impalaer e voe war o lerc'h. Lazhet e voe gant unan eus e frankidi.
Klask a reas Domitian kreñvaat galloud diharz an impalaerien roman dre lakaat dindan gazel-ge an noblañsoù ne felle ket dezho plegañ hag a save iriennoù a bep seurt. Heskinañ a reas Domitian pep hini eus e enebourien, lenneien, istorourien (Epiktet, Dio ar C'hrusostomos) hag ar gristenien. Ar re gentañ a voe forbannet ha lod eus ar gristenien a voe kondaonet d'ar marv (heskinadur Domitian).
Gwelet ivez
kemmañAn Impalaerien roman | ||
Tierniezh ar Flavianed | ||
En e raok : Titus (79 - 81) |
Domitianus (81 - 96) |
War e lerc'h : Nerva (96 - 98) |
Heuliad Henroma |