Ur glozenn (pe ur gartenn askouezh evel e c'heller gwellet war ar luc'hskeudenn) tolpañ-dasparzhañ eo an tolper anezhañ, un tammig evel ul lieslugell. Arveret e vez er rouedadoù load da eren lies avead d'ur poent o krouiñ evel-se ul luniad e steredenn (pe un dopologiezh alvezel e steredenn).

Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Un tolper 4 porzh diabarzh kennasket ouzh porzh PCI un urzhiataer div fun "re wedennet" luget outañ

Roll an tolper a zo rannañ ur bus pennañ etre lies ostiz hep daskemmañ kas treankañ ar stlennoù. Eilgeriet e vez gantañ d'o goulennoù haeziñ.

Ur roll areer-azganer en deus ouzhpenn o vezañ ma c'h' eo un elfenn oberiat a vez oc'h azganañ an arhentoù. Eleze, ma vefe an arhent o tiouzañv un digresk er rouedad, e vefe gouest an tolper d'azganañ anezhañ.

Kevredet gant un trec'haoler e c'hellont stummañ e-mod-se un trevnad digonus. Lod anezhe eo gallus o lakaat en oglenn pe o ardeiñ a-bellder. Gant ouzhpennañ un trec'haoler e c'heller ober gant tolperioù evit aremprediñ strolloù labour e-barzh ur rouedad ec'hon. Lod ivez o deus kennaskoù Fast Ethernet, FDDI pe ATM.

Tolper evit ar porzh USB

kemmañ

Da gennaskañ trobarzhelloù USB an eil re ouzh ar re all ha ouzh an urzhiataer e vez arveret ivez un tolper spesadel, hini USB. Servijout a ra da grouiñ un dopologiezh e steredenn o kennaskañ trobarzhelloù USB ouzh un tolper a zo ennañ un enankañ hag lies ec'hankañ (gant an tolperioù Ethernet e vez pep lugell koulz evit an enankañ hag evit an ec'hankañ).

Bez' eus daou rizh a dolperioù : hini oberiat hag hini gousañvat. Gant an hini oberiat e vez pourchaset ar porzhañ d'an trobarzhelloù gantañ betek 15W da bep trobarzhell. Gant an hini gousañvat e vez pourchaset ar porzhañ gant an urzhiataer.