Tour-tan Penn-Maen
Tour-tan Penn-Maen a zo un tour-tan e beg kornôg enez Groe. Kroget e voe d’e sevel e 1836 ha lakaet e voe da vont en-dro e 1839.
Lec’h | Groe, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1836 |
Emgefreekaet | 2003 |
Uhelder | 27,66 milimetr |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | ya |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1839 |
Uhelder fokalenn | 60 metr |
Diraez | 29 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Fl(4) W 25s |
Tour-tan galloudusañ aodoù departamant ar Mor-Bihan eo hini Penn-Maen ha gwelet e vez e c'houloù betek 29 mil (54 km). Gwarded zo ennañ.
Istor
kemmañDa vare an Dispac'h Gall dija e oa bet c’hoant da sevel un tour-tan eno, da heñchañ ar bigi da vont da borzh an Oriant. Labourioù a voe boulc’het e 1794 met kouezhañ a reas ar gurun war ar savadur ha paouezet e voe. E 1829 hag e 1834 adarre e voe goulennet gant ministr ar verdeadurezh ma vije savet un tour-tan.
Ur raktres a voe saveet e 1835 ha kroget e voe gant ar chanter e 1836. Adalek 1839 ez eas an tour-tan en-dro, gant eoul da gentañ ha gant gaz eoul da c’houde. Ouzh troad an tour ez eus un ti gant div gambr ha salioù ar mekanikoù. E 1927 e voe lakaet ouzhpenn ur c’horn-boud, en ur savadur all, tostoc’h d’an tornaod.
Ul lodenn vat eus aod Groe, er c’hreisteiz, zo e dalc’h Mirva an Aodoù[1]. E-touez douaroù Mirva an Aodoù emañ beg kornôg an enezenn, el lec’h m’emañ an tour-tan. Eno e vez gwarezet ar plant hag an evned.
Liammoù diavaez
kemmañ- Tour-tan Penn-Maen e lec’hienn an DIRM NAMO (Direction Interrégionale de la Mer Nord Atlantique-Manche Ouest)
- Ministrerezh ar Sevenadur, base Mérimée, Fichenn tour-tan Penn-Maen
- Tour-tan Penn-Maen, el lec’hienn phares.du.monde.free.fr
- Tour-tan Penn-Maen, el lec’hienn Patrimoine de France