Tour-tan Roc'h Gored
Tour-tan Roc'h Gored[1][2], pe Tour-tan Enez Vreac'h[3], zo un tour-tan savet war enez Roc'h Gored dirak aod Lilia, e Plougerne.
Lec’h | Roc'h Gored, Plougerne, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1845 |
Emgefreekaet | 1994 |
Uhelder | 14,7 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 23 metr |
Gweladenniñ | ya |
Annezet | n'eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 15 Eost 1845 |
Uhelder fokalenn | 20 metr |
Diraez | 7 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Q R |
D'an dazre e c'haller mont war droad d'an enezenn, adalek Sant-Kava. Savet e oa bet an tour-tan e 1845, ha 14,7 metr uhelder zo dezhañ. Savet e voe gant greunit, un ti bihan zo harp outañ hag un tammig liorzh tro-dro. Talvezout a rae an ti-se gwechall da lojañ gwarded an tour-tan.
Tour-tan Roc'h Gored a dalvez da verkañ genoù an Aber-Ac'h, enni ur porzh-mor hag a veze darempred stank gwechall.
Abaoe 1994, pa voe emgefreekaet an tour-tan, n'eus mui gward ebet ennañ. Bremañ e vez roet buhez d'al lec'h gant ur gevredigezh eus bro an aberioù hag a ginnig diskouezadegoù hag abadennnoù a bep seurt ennañ. Abaoe 2006 e c'haller mont da welet al lec'h, d'an eurioù ma c'haller mont d'an enezenn, da lavaret eo pa vez izel ar mor.
Notennoù
kemmañ- ↑ Renabl anoiou lehiou Arvor Bro Bagan: Plougerne, levrenn genta, P. Pondaven, Emgelo Breiz, p. 43
- ↑ [* (br) "An tourioù-tan : ha ma chomje boud an tan e-kreiz an noz ?" gant François Roudaut eTan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh, H. Peudecerf, TES, pp. 48-51, 2013
- ↑ Hervez panelloù-hent zo
Liammoù diavaez
kemmañ- Tour-tan Roc'h Gored
- (fr) L'île aux artistes, L'Hebdo du Finistère, 26 Eost 2012
- (br) "An tourioù-tan : labour ar gardian" gant François Roudaut Tan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh, TES, 2013