Tour-tan an Ejon Bras
tour-tan e Breizh
Tour-tan an Ejon Bras[1] zo un tour-tan savet 9 milmor e lark da Sant-Ke-Porzh-Olued. Heñchañ a ra ar bagoù davet bae Sant-Brieg.
Lec’h | Roc'h an Ejon Bras, Sant-Ke-Porzh-Olued, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1859 |
Uhelder | 24,8 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 23,4 metr |
Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |
Gweladenniñ | Ne reer ket |
Annezet | N’eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1881 |
Uhelder fokalenn | 17 metr |
Diraez | 17 mil-mor (gwenn), 14 mil-mor (ruz) |
Doareenn ar sinal | Fl(3) WR 12s |
Istor
kemmañEtre 1859 ha 1862 e voe savet un tour hep tan. Koulskoude ne oa ket a-walc’h, neuze e voe uhelaet an tour-mañ etre 1880 ha 1881, ha lakaet ur gouloù a eoul maenek.
E 1905 e voe lakaet ur gouloù a aezhenn eoul-maen.
E 1960 e voe livet an tour e ruz ha du, ha war-lec’h, e ruz ha gwenn, evit uhelaat e hed-gwel.
E 1975 e voe lakaet ur gouloù a aezh propan ha mont a reas kuit ar gward.
E 1987 e voe tredanaet hag emgefreekaet an tour-tan.
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù
kemmañ- ↑ Brezhoneg yezh ar mor. p. 4