Tour-tan ar Polen
tour-tan e Breizh
Tour-tan ar Polen zo un tour-tan e beg gwalarn enez ar Gerveur.
Lec’h | Ar Gerveur, Saozon, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1867 |
Emgefreekaet | 1987 |
Uhelder | 15,2 metr |
Mammenn energiezh | Energiezh an heol |
Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 1868 |
Uhelder fokalenn | 15,2 metr |
Diraez | 23 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Fl W 5s |
Un tour karrezek stag ouzh un ti eo tour-tan ar Polen. Savet e oa bet e 1867, war un enezennig anvet ar Polen, stag ouzh an enez pennañ pa vez tre. Kroget en doa da vont en-dro e miz Gwengolo 1868, war-bouez eoul en amzer-se.
E 1950 e oa bet tredanekaet ar gouleier ha mont a reont en-dro o-unan, hep gward ebet, abaoe 1987. Pellgontrollet e vez adalek tour-tan ar Goulfar. Emren eo, dre berzh panelloù heol fotovoltaek a zo bet lakaet war doenn an ti.
Liammoù diavaez
kemmañ- Fichenn tour-tan ar Polen en diaz Mérimée.
- Skeudennoù eus tour-tan ar Polen el lec’hienn « Le Phare à travers le monde »
- Fichenn tour-tan ar Polen e lec’hienn an DIRM NAMO (direction interrégionale de la mer Nord Atlantique-Manche Ouest)