Un dourterez zo un ostilh seziz eus an amzer dremenet a veze implijet da ziskar murioù maen pe da doullañ dorioù prenn. En he stumm eeunañ, un dourterez n'eo nemet ur c'hef koad bras ha pounner douget gant meur a zen ha taolet gant nerzh ouzh he fal. Tourterezioù kempleshoc'h a oa gwarezet gant un doenn ouzh an tan pe ouzh ar mein, ar saezhoù ha kement a c'halled bannañ ouzh an dougerien. Rodoù a c'halle bezañ lakaet outañ ha dindan an doenn e veze istribilhet an dourterez war-bouez chadennoù pe kerdin. Penn an tourterezioù a c'halle bezañ graet gant metal ha kinklet.

Tourterez
weapon functional class
Iskevrennad eussiege engine, pile driver Kemmañ
Anvet diwarmaout Kemmañ
Un dourterez eus ar grennammzer en Italia
Eilenn eus un dourterez e Baba Vida, e Vidin (Bulgaria)
Un dourterez asirian o tiskar murioù, war-dro 865–860 a-raok J.-K.
Eilenn eus un dourterez e Château des Baux, e Bro-C'hall

Ostilhoù brezel efedus e oa an tourterezioù rak ar pezh a yae d'ober ar murioù a c'hiz kozh evel mein pe brikennoù a c'halle terriñ pa veze skoet gant nerzh. Dre forzh skeiñ e vrasae ar faoutoù betek krouiñ un toull. Pa veze toullet ar murioù pe diskaret un tamm anezhe e c'halle an arsailherien tennañ o mad eus an hent digoret da argadiñ an difennerien.

Pa grogas an armeoù da ober gant kanolioù seziz er Grennamzer e tigreskas da vat talvoudegezh an tourterezioù er sezizoù rak dañjerusoc'h e oant da implij (ret e oa tostaat d'an enebourien) ha ne oant ket ken galloudus. Stummoù bihanoc'h ha douget gant an dorn eus an tourterezioù a vez implijet hiziv an deiz gant ar polis da zigeriñ dorojoù prennet.

Ar c'hentañ skeudenn eus un dourterez a weler moarvat e bez an noblañs C'hety da vare XIvet dinastiezh Henegipt. Gwelet a reer daou soudard o kerzhet trema ur c'hreñvlec'h dindan goudor ur framm prenn gant un doenn hag o tougen ur berchenn hir a c'hallfe bezañ un dourterez[1].


Notennoù

kemmañ