Tower Bridge
Tower Bridge, pe Pont an Tour, zo ur pont e-kreiz Londrez, e Bro-Saoz, war an Tavoez. Emañ e-kichen Tour Londrez en deus roet e anv dezhañ.
Deiziad krouiñ | 21 Mez 1886 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Tower Bridge |
Anvet diwar | Tower of London |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | London Borough of Tower Hamlets, Southwark |
Kontelezh istorel | Middlesex, Surrey |
Daveennoù douaroniel | 51°30′20″N 0°4′31″W |
Danvez implijet | dir, Greunvaen, Betoñs |
Officially opened by | Edouarzh VII |
Tisavour | Horace Jones |
Giz savouriezh | Gothic Revival |
Deiziad digoradur ofisiel | 30 Mez 1894 |
Structural engineer | Horace Jones |
Crosses | Tavoez |
Next crossing downstream | Queen Elizabeth II Bridge |
Next crossing upstream | London Bridge |
Carries | London Inner Ring Road |
Statud gladel | Grade I listed building |
Staget ouzh | Tower Bridge Road, Tower Bridge Approach |
Lec'hienn ofisiel | https://www.towerbridge.org.uk/ |
Trezalc'her | Bridge House Estates |
Daveennoù an Ordnance Survey | TQ3367180267 |
Category for the view from the item | Category:Views from Tower Bridge |
Ur pont-gwint eo, etre karter Southwark (pe Borough), er su, ha hini Tower Hamlets, en norzh, tost d'ar City.
Savet e oa bet e 1886-1894, ha pa oa bet digoret d'an 30 a viz Mezheven 1894 e oa brasañ pont-gwint ar bed. Bez' eo unan eus ar pemp pont a zo e Londrez hag an hini anavezetañ, a-bell. Brudet eo dre ar bed a-bezh gant e daou dour hag al leur-bont etrezo a c'haller sevel da lezel listri bras da dremen ha deuet eo da vezañ un arouez eus Londrez. Emañ ar mekanikoù a ro an tu da wintañ al leur-bont kreiz e traoñ pep tour. Gweladennet e c'hallont bezañ gant an dud a gar, abaoe 1982 : un doare mirdi zo ma tispleger penaos ez a ar wikefre en-dro abaoe dibenn an XIXvet kantved. E 1977 e oa bet livet ar pont e ruz, gwenn ha glas, da-geñver deiz-ha-bloaz ar rouanez Elesbed II.