Traonienn Varetons
Traonienn Varetons pe Barétous, pe Vath de Varetons (en gwaskoneg ) pe Vallée de Barétous (e galleg), zo unan eus teir zraonienn Bearn er Pireneoù, gant ar vath d'Aspa hag ar vath d'Aussau. Klotañ a ra gant kanton Aramitz.
Er c'hreisteiz dezhi emañ Traonienn Erronkari, e Nafarroa, dre ode ar Pèira Sant Martin.
Kumunioù
kemmañ6 kumun an draonienn eo 6 kumun kanton Aramits.
- Aràmits (Aramitze en euskareg, Aramits e galleg ), ar pennkanton, brudet dre ar mouskeder Enric d'Aràmits
- Lana en Varetons (Landa en euskareg, Lanne-en-Barétous e galleg), ,
- Areta (Ereta en euskareg, Arette e galleg), damzistrujet gant ur c'hren-douar e 1967.
- Ansa (Arhantze en euskareg, Ance e galleg),
- Hiars (Inhasi en euskareg, Féas e galleg ),
- Issòr (Izorra en euskareg, Issor e galleg), kavell Joan Martin Pueyrredon, kentañ prezidant Arc'hantina.
Kaerderioù
kemmañ
- Auñamendi, ar menez anvet pic d'Anie e galleg.