Tri Martolod Yaouank
Tri Martolod Yaouank (pe Tri Martolod ent-berr) a zo ur ganaouenn hengounel vrezhonek martoloded eus ar Vro Vigoudenn hag arvor traoñ Kernev hag a zo deuet da vezañ brudet bras adal penn kentañ ar bloavezhioù 1970 pa oa bet kanet gant Alan Stivell.
Ar ganaouenn
kemmañKontañ a ra istor martoloded eus ar Vro Vigoudenn o vont d'an Douar-Nevez, ha goude un istorig karantez. Er stummoù koshañ anavezet e veze kaoz eus "tri-ugent martolod"[1].
Ar ganerien
kemmañ- Zaig, An tri-ugent martolod
- Alan Stivell, en deus degaset brud vras d'ar ganaouenn e 1972; tri doare en deus sonenrollet:
- er bladenn À l'Olympia, diwar al leurenn ;
- doare studio (er memes bloavezh);
- ur remake war ar bladenn Again (1993)
- DVD Parcours ha 40th Anniversary Olympia 2012
- Tri Yann (albom Tri Yann an Naoned, 1972)
- Yann-Fañch Kemener (gant Didier Squiban)[2]
- Nolwenn Leroy (albom Bretonne, 2010)
- Dao Dezi, e doare world music[3]
- Shannon, ur strollad polonat[4]
- Poeta Magica ur strollad alaman (doare world music fusion folk)[5]
- Gérard Jaffrès[6] (albom Viens dans ma maison, 2003)
- Claire Pelletier (eus Bro-Gebek), Tri Martelod (sic)[7]
- Les Marins d'Iroise Tri Martolod Yaouank[8]
- Korioù an Arme Ruz (eus Rusia)
- Faitissa (albom Terra aviatica, 2014)
Kanaouennoù all
kemmañKanaouennoù all zo bet savet diwar an ton-se:
- unan e galleg gant Manau, diwar-benn brezelour ur meuriad kelt : Tribu de Dana,
- unan e ruseg: НАЧАЛО ВЕКА feat. Хелависа - Тебя Ждала (gortoz a raen ac'hanout); plijus a-walc'h da glevout nemet hervez ar rusegerien n'eo ket gwall vrav ar c'homzoù.
- unan en hindi, kanet gant Olli and the Bollywood Orchestra : Teen Aazaad Naavik (2013)
A bep seurt
kemmañTri Martolod a zo ivez anv ur bier eus Breizh.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Polig Montjarret, en e zastumad tonioù binioù bras; Zaig (kanerez) “An tri-ugent martolod", war ar bladenn Mouez Breiz n°4535.
- ↑ [1]
- ↑ Dao Dezi
- ↑ (war You Tube)
- ↑ Poeta Magica
- ↑ Gérard Jaffrès
- ↑ (da selaou amañ)
- ↑ Les Marins d'Iroise