An anv Triple Frontera (saozneg: Three Borders Landmark; portugaleg: Tríplice Fronteira) a zo un anv a vez graet eus ur rannved, pe ur rannvro, ma teu harzoù teir bro da vezañ stok-ha-stok.

Kember ar stêr Iguazú gant ar stêr Paraná eo a verk an harzoù etre an teir stad, Arc'hantina, Brazil ha Paraguay.
Monumant en Arc'hantina dirak an Triple Frontera

Anavezet eo e Kreisteizamerika ar c'horn-bro ma en em gav kêrioù Foz do Iguaçu (Brazil, Paraná), Ciudad del Este (Paraguay, e departamant an Alto Paraná) ha Puerto Iguazú (Arc'hantina, Misiones).

Ar stêrioù Iguazú ha Paraná eo a ya d'ober an harzoù etre an teir bro.

Ar pont Tancredo Neves a sav dreist d'ar stêr Iguazú etre kêr arc'hantinat Puerto Iguazú ha kêr vraziliat Foz do Iguazú

Ar Puente de la Amistad (pont ar vignoniezh) a sav dreist d'ar stêr Paraná etre Foz do Iguazú ha Ciudad del Este.

Liammoù diavaez

kemmañ