Troad addirektivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad addirektivel (saoz.: addirective case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed ma kemm lec'h un dra bennak tost ouzh pe o tostaat ouzh ul lec'h tost ouzh an hini a gomz, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "war-du" pe "etrezek" e brezhoneg.
Implijet e vez gant al lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger ("-вди"; -vdi) d'ar stumm ergativel
- Da skouer:
- "СикI маркунивди фена"
- (sik' markounivdi fena)
- "D'ar a reas al louarn etrezek ar bern"
E lezgieg e c'hell talvezout ivez an droad addirektivel, en un doare astennet he ster, da verkañ an doare ("gant"), da skouer:
- "Ада вилин накъвар гъвечи ягълухдивди михьна"
- (ada vilin naqwar ghwetchi yaghluc'hdivdi mic'hna)
- "Sec'hiñ a reas daeroù he daoulagad gant ul lienenn-fri"
Gwelit ivez:
kemmañMammennoù:
kemmañLevrlennadur:
kemmañHaspelmath, Par Martin (1993) A Grammar of Lezgian, Walter de Gruyter