Troad instruktivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad instruktivel (saoz. instructive case) pe troad tostaat evit komz eus un droad a dalvez da verkañ an doare pe an hent implijet evit kas un dra bennak da benn, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "gant" pe "dre" e brezhoneg.
Implijet e vez a-wezhoù gant yezhoù finnek, en o zouez ar finneg hag an estonieg, da skouer:
- omin silmin ("gant e daoulagad-eñ"/"gant he daoulagad-hi")
Peurliesañ, avat, e vez implijet an droad istrumentel gant ar ster-mañ er yezh finneg a-vremañ. Talvezout a c'hell ivez er yezh a-vremañ da sevel stumm an eil anv-verb, da skouer:
- lentäen ("o nijal", d.l.e. "dre aer")
Implijet e vez ivez an draod instruktivel en turkeg, da skouer:
- Trenle geldim ("Deuet on gant an tren")