Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad pegativel (saoz.: pegative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ graer yezhadurel un ober gant un arguzenn o klotaat gant ur gouzañver dativel-heñvel, da lâret eo e talvez da verkañ graer ur verb tranzitivel gantañ ul levezon gwan war an ar gouzañver.

Kinniget e oa vbet an droad-mañ gant ar yezhonour danek Søren Wichmann evit komz eus rannyezh Azoyú an tlapanekeg (Me'phaa/Tlapanec), a-hervez ar yezh nemeti ar bed implijet ganti an droad-mañ. Wichmann a displegas orin an termen evel-hen:

[…] based ‘Pegative’ on the Greek πηγή, which means ‘origin, source, emanation, etc.’ to provide a name for a case that proto-typically refers to a giver as opposed to a recipient"[1].

Notennoù:

kemmañ
  1. Wichmann (2005), p.16.


Mammennoù:

kemmañ