Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad subelativel (saoz.: subelative case) evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "(eus) dindan" pe "a-is (da)" e brezhoneg.

Implijet e vez ral a wezh gant al lezgieg, savet dre ouzhpennañ al lostger ("-кай"; -kay) d'ar stumm ergativel, da skouer:

  • Implij rik

A-wezhoù e vez implijet an droad-mañ ganti ar ster rik ("(eus) dindan"), da skouer:

"Палту михиникай куьрсарнава"
paltou mic'hinikay koursarnava
"Stag emañ ar vantell ouzh/a-stribilh (d.l.e "dindan") an tach"
  • Implijoù astennet o ster
    • a-wezhoù e talvez kement ha "eus"/"a" difetis o ster, da skouer:
"Гила чи ватан душманрикай азад я
gila tchi vatan douchmanrikay azad ya
"Bremañ emañ hon mammvro hep (d.l.e "dieub a") enebourion"
    • talvezout a c'hell ivez kement ha "rak" gant verboù 'zo, da skouer:
"Анжах дуствиливай чун душмандикай хуьз жеда"
anjac'h doustvilivay tchoun douchmandikay c'houz jeda
"N'eus nemet ar vignoniezh a c'hell hon gwareziñ rak (d.l.e. "a-enep da") hon enebourion"
    • talvezout a ra ivez kement ha "diwar" pa gomzer eus ur lodenn eus ur strollad tud, da skouer:
"Гадайрикай гзафбуру рушарихъ галаз кьуьлерзавай"
gadayrikay gzafbourou rouchariqh galaz q'oulerzavay
"Meur a baotr (d.l.e "meur a hini diwar ar baotred") a zañsas gant ar merc'hed"
    • merkañ a c'hell ivez deroù/orin ur c'hemm stad ("X a zeu da vezañ Y"), da skouer:
"Вакай хъсан устIар жеда"
vakay qhsan oust'ar jeda
"Dont a ri da vezañ ur mestr"
    • merkañ a c'hell ivez tema ar gomz, kevatal mui-pe-vui da "diwar-benn", da skouer:
"За вакай фагьумзавай"
za vakay fahoumzavay
"O soñjal e oan ennout (d.l.e ""diwarnout")"
    • expresses the cause of emotions
"Гъалидиз вичин бубадикай хъел атана"
g'alidiz vitchin boubadikay qhel atana
"Mont a reas Ali e fulor gant e dad"

Mammennoù:

kemmañ

Levrlennadur:

kemmañ

Haspelmath, Par Martin (1993) A Grammar of Lezgian, Walter de Gruyter