Troad vialis
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad vialis (saoz. vialis case) evit komz eus un droad a dalvez da deskrivañ ar fed ma tremen un dra pe un den bennak a-hed ur c'horeenn pe un hent, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "gant", "dre" pe "oc'h implijout" e brezhoneg.
Implijet e vez an droad vialis gant gant ar yezhoù eskimoek-aleutek, da skouer en inuktitut:
- "iqaluk" ("pesk")
- Vialis:
- "qalukkun" ("dre ar pesk"/"oc'h ober gant ar pesk")
Troadoù tost o ster
kemmañTroad | Ster | Skouer | Yezhoù |
---|---|---|---|
Perlativel | mont a-dreuz pe a-hed | a-dreuz/dre/a-hed an ti | evenkieg | toc'hareg A & B | warlpirieg | yankunytjatjaraeg |
Prolativel | mont/tremen a-hed ur c'horeenn pe dre un hent | dre an ti | erzyeg | estonieg | finneg | tlingiteg |
Prosekutivel | mont a-dreuz pe a-hed | a-hed ar straed | groenlandeg |
Vialis | dre/gant | oc'h implijout an ti/dre an ti/gant an ti | inuktitut |