An tufañ bigorned zo ur sport. Pal ar sport-se a zo tufañ ur bigorn ar pellañ ar gwellañ en ur ziwall diouzh an avel.
N'eus bodadeg ebet c'hoazh evit ar sport-se.

Div grogenn bigorned.

Bep hañv e vez dalc'het e Mogerieg, porzh Sibirill e Bro-Leon e-kichen Rosko, kenstrivadeg bedel an tufañ bigorned. Un dachenn tufañ 20 metr he hirder ha 3 metr he ledander a zo. Pep kevezer en deus tri zaol-esae.

Rekord ar bed zo bet tapet gant ar Breizhad Alain Jourden d'ar 5 a viz Eost 2012 gant un dufadenn 10.57 m.

An disoc'hoù

kemmañ
Bloavezh Tufadenn wellañ Trec'her
2002 9.70m Alain Jourden
2003 10.4m Alain Jourden
2004 9.38m Alain Jourden
2005 10.11m Alain Jourden
2006 10.41m Alain Jourden
2007 10.21m Alain Jourden
2009 9.15m Alain Jourden
2012 10.57m Alain Jourden

Mammennoù

kemmañ
  • Dominique Aymard, Eric Jouan, Patrick Poivre d'Arvor (rakskrid), Les miscellanées du docteur Le Dantec : Tout ce que vous avez toujours voulu savoir sur la Bretagne sans jamais oser le demander, Ouest-France, 2012 (ISBN 978-2-7373-5817-3)