Unvaniezh stourmerien evit ar Frankiz hag an Demokratelezh

aozadur polonat

Unvaniezh stourmerien evit ar Frankiz hag an Demokratelezh (poloneg: Związek Bojowników o Wolność i Demokrację, ZBoWiD) zo un aozadur ofisiel evit ar soudarded kozh renet gant Stad Polonia e-pad mare Republik Poblek Polonia. Da gentañ e oa renet gant Franciszek Jóźwiak, ha savet d'an 2 a viz Gwengolo 1949 o gendeuziñ 11 aozadur soudarded kozh a oa anezho dija.

Unvaniezh stourmerien evit ar Frankiz hag an Demokratelezh
veterans' organization
Deiziad krouiñ2 Gwe 1949 Kemmañ
Anv ofisielZwiązek Bojowników o Wolność i Demokrację Kemmañ
StadPolonia Kemmañ
Sez sokialUjazdów Avenue Kemmañ
Rummad evit an iziliQ9449016 Kemmañ

Da gentañ, dreist-holl e-kerzh ar marevezh stalinour, an aozadur a oa unan soudarded kozh eus al lu soviedat Lu Poblek Polonia, partizaned komunour ha tud bet bac'het e kampoù-bac'h an Trede Reich. Gant an amzer o tremen ha dre ur sioulañ politikel er bloavezhioù 1960 e oa bet kroget da zegemer soudarded kozh eus eus aozadurioù polonat all a oa bet o stourm e-kerzh an Eil Brezel-bed.

Miz Ebrel 1990, ar ZBoWiD a voe adstummet evit dont da vezañ ar Związek Kombatantów RP i Byłych Więźniów Politycznych (Kevredigezh soudarded kozh Republik Polonia hag ar Brizonidi Bolitikel) evit holl izili an unvezioù soudardel, gant ar bartizaned, an unvezioù emzifenn hag ar Stad Polonat Kuzh ha ne oant ket degemeret a-raok rak stourmet e oa bet gant e izili a-enep nerzhioù an URSS.

Liammoù diavaez

kemmañ