Unwiskoù hag ardamezioù ar Schutzstaffel
Unwiskoù hag ardamezioù ar Schutzstaffel a oa reoù damsoudardel evit ar renkoù er Schutzstaffel. Implijet e voent gant an SS etre 1925 ha 1945, evit krouiñ un diforc'h anat etre an aozadur-se hag ar peurrest eus al luioù alaman, nerzhioù ar Stad Alaman, hag ar Strollad Nazi.
Unwiskoù, design ha talvoudegezh
kemmañBez e oa bet unwiskoù gant doareoù lies implijet gant an SS hervez ar mare. An hini du-pod a zo chomet an hini brudetañ. Implij al livioù du-gwenn-ruz a oa diazez e-pad mare an Impalaeriezh alaman, adkemeret e oant bet gant ar strollad Nazi. Al liv du a oa unan implijet mat gant ar strolladoù faskour: ar roched zu a oa implijet gant al luskad faskour italian a-raok ma vefe implijet ar memes liv en Alamagn ha krouet an SS. Implij al liv du a oa ivez unan hengounel. Soudarded emzifenn ar varc'hegiezh (Leibhusaren) o tiwall roueed Prusia hag impalaerien Alamagn a implije unwiskoù du gant an ardamez klopenn hag eskern kroaziet, ar memes tra a ranke bezañ evit strollad emzifenn ar Führer.
Savet e oa bet spis an unwiskoù-se evit degas aon ha diskouez urzh. Evel ma tisklêrie Himmler, penn uhelañ an aozadur : "Gouzout a ran e vez kalz tud klañv pa welont an unwiskoù du-se; kompren a reomp mat ha ne c'hortozomp ket e vefe karet gant kalz tud."
E-pad ar brezel, an embregerezh sevel dilhad brudet dre ar bed hiziv-an-deiz Hugo Boss, en devoa produet milieroù a unwiskoù evit an SS hag evit nerzhioù lu Alamagn dre vras; resisoc'h, an unwiskoù du SS a oa bet treset gant Karl Diebitsch ha Walter Heck.
Ur wech kroget an Eil Brezel-bed e oa ral gwelet an unwiskoù du. Unvezioù stourm an SS-Verfügungstruppe (SS-VT) ha goude-se re ar Waffen-SS a implije reoù diazezet war ar griz-gell (feldgrau) implijet gant ar Wehrmacht met gant ardamezioù SS. Darn eus izili an SS a zouge unwiskoù diazezet war re ar Waffen-SS. Ar skourrioù er Reich a oa sañset implij dilhad trevourien (evel re ar Gestapo ha Kripo) a voe dafaret gant unwiskoù SS feldgrau en tiriadoù aloubet evit chom hep bezañ kemmesket gant an trevourien.
A-fed ardamezioù, unwiskoù an SS o devoa bet e-leizh anezho. Ar re tro-dro d'ar gouzoug a oa bet ar re implijetañ evit diskouez ar renk, re an divskoaz evit ar renk hag al lec'hiadur en aozadurn. Ouzhpenn-se e oa implijet ivez ardamezioù evit ar mañchennoù ha patcoù mañchennoù diamant evit diskouez dre un doare enorus renkoù pe skourrioù eus an SS.
Unwiskoù hervez ar mare
kemmañKentañ unwiskoù SS (1925–1928)
kemmañAn aozadur SS a oa bet awenet ha gwriziennet e meur a aozadur all evel re ar Freikorps ha skourrioù ar strollad Nazi. E-touezh an holl re-se e voe dreist-holl ar vrigadenn morlu Erhardt, ar Stahlhelm, hag ar Sturmabteilung (SA). E-penn kentañ e oa suj an SS d'an aozadur SA. Ar c'hentañ unwiskoù hag ardamezioù a voe douget gant an SA a oa reoù dammsoudardel savet gant na nazied kentañ o kemmesket gant re ar C'hentañ Brezel-bed. Evel re ar Freikorp e veze kavet neuze gant ar re SA botoù soudarded uhel, kontili, ha tokoù kepi. An eizh a dud Stabswache (unvez gward), a oa difennerien personel Hitler, adanvet buan Stosstrupp (unvez stok), a implijad adal Mae 1923 ar glopenn hag an delienn gwezenn derv evel ardamez. Ar re-se a oa implijet dija alies gant unvezioù soudardel Europa en o a-raok.
E 1924, pa oa bet difennet ar Strollad Nazi dre lezenn goude Putsch Munchen, penn ar Frontbann (SA kuzh) Gerhard Roßbach en devo kavet ur mirva unwiskoù rochedoù gell eus ar Brezel-bras en Aostria. Ar re-se a oa unwiskoù evit ar vroioù tomm. Pa voe adsavet an SA (gant diazez an SS) e 1925, pa oa bet dieubet Hitler diouzh an toull-bac'h, ar rochedoù gell-se a oa deuet da vezañ an unwisk diazez d'an SA hag SS.