Uruguaiana
Uruguaiana zo ur gêr hag ur gumun e Brazil e beg kornôk stad Rio Grande do Sul, war lez ar Stêr Uruguay, a-stok ouzh Arc'hantina hag Uruguay.
Douaroniezh
kemmañBras eo ar gumun, e-touez re vrasañ ar stad, 5.713 km² dezhi. 126.936 a dud a oa o chom enni er bloaz 2000.
En hanternoz da Uruguaiana emañ Itaqui: rannet int gant ar Stêr Ibicuí a voe savet ur pont dreisti gant ar Saozon e 1888 . En tu all d'ar stêr Uruguay, en Arc'hantina, emañ kêr Paso de los Libres, e proviñs Corrientes