Viedma
Viedma (distaget [ˈbjeðma] e spagnoleg) zo ur gêr eus Arc'hantina ha kêr-benn proviñs Río Negro. Emañ e reter ar broviñs,un tregont kilometr bennak diouzh ar Mor Atlantel, war lez ar stêr Río Negro, a-dal da gêr Carmen de Patagones, a zo-hi e proviñs Buenos Aires. 52 789 a dud zo o chom e Viedma (2010).
Istor
kemmañAsambles gant Carmen de Patagones, a zo en tu all d’ar stêr, ez eo Viedma ar gêr goshañ savet gant Europiz e Patagonia. Krouet e voe gant Francisco de Biedma y Narváez, d’an 22 a viz Ebrel 1779. Ur c’hreñvlec’h kentañ a oa bet savet er su d’ar stêr, e Viedma eta, anvet Nuestra Señora del Carmen, met distrujet e voe goude un nebeud bloavezhioù. Ur c’hreñvlec’h all a voe savet en norzh d’ar stêr hag a badas kalz pelloc’h. En-dro dezhañ e kreskas kêr da gentañ hag en em astenn a reas en daou du d’ar Río Negro. En amzer-se ne rae an div gêr, a bep tu d’ar stêr, nemet unan, anvet Carmen de Patagones. Goude-se e voent dispartiet, gant ar stêr da harzoù. Ar gêr er su a zeuas da vezañ anvet Viedma ha kêr-benn Patagonia Arc'hantina e oa. Diwezhatoc’h, pa voe rannet Patagonia e meur a damm e teuas Viedma da vezañ kêr-benn Tiriad Río Negro.
Er bloavezhioù 1980 e kinnigas ar prezidant Raúl Alfonsín kas kêr-benn Arc’hantina eus Buenos Aires da Viedma. Daoust ma voe votet a-du gant ar raktres-se gant Kambr Kannaded Arc'hantina e 1987, n’eas ket ar raktres war-raok goude-se, dre ma voe lakaet harz dezhañ gant ar prezidant Carlos Menem.