Vinojito (makedoneg; Виножито 'Vinožito'; gwareg ar glav; gresianeg: Ουράνιο Τόξο) a zo ur strollad politikel a zifenn ar vinorelezh slavek he yezh e hanternoz Gres. N'eo ket disranner hag a-du emañ gant donedigezh Makedonia an Norzh e-barzh Unaniezh Europa. Kevreet e oa bet gant an Aozadur evit Adsavidigezh ur Strollad Komunour e Gres ha gantañ en deus kinniget kannaded evit dilennadegoù 1996.

Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.

Dilennadegoù

kemmañ

Kemer a reas perzh ar strollad e dilennadegoù europat 1999. 4951 vouezh a c'hounezas (0.08 %). E dilennadegoù 2004 e tegemeras 6176 mouezh (0.1%). E prefeti Fiorina e ra e zisoc'hoù gwellañ (1.200 mouezh). N'en deus ket kemeret perzh e dilennadegoù lezennel 2004 peogwir n'en doa ket arc'hant a-walc'h.

2,955 a vouezhioù hepken en deus degemeret ar strollad e Makedonia hag e zisoc'hoù a oa gwelloc'h e Kreta eget e meur a brefeti makedoniat. N'eo ket sklaer perak ur strollad a zifenn ar Vakedoniz a zo deuet a-benn da sachan muioc'h a voterien er rannvroioù ma n'eus Makedonad ebet eget e Makedonia end-eeun. Hervez klaskourien'zo e c'helle abalamour ma ra gant ur banniel heñvel a-walc'h ouzh an hini implijet gant an emsav heñvelreizhek.

Palioù politikel

kemmañ

Vinozhito a stourm evit ma vo aotreet da zont en-dro repuidi slavek o yezh a zo tec'het kuit eus Makedonia goude ar brezel diabarzh gresian. Goulenn a ra ivez anaoudegezh ar sevenadur hag ar yezh vakedonek.

Liammoù diavaez

kemmañ

Lec'hienn ofisiel