Vis (Lissa en italianeg, Ἴσσα - Issa e gresianeg) zo un enezenn eus Kroatia, war aod Dalmatia, dirak kêr Zadar. En em astenn a ra war 90 km² ha 3617 den zo o chom enni (2001). Vis eo ar gêr vrasañ (1 960annezad e 2001).

Vis
Vis
Pelec’h emañ enez Vis e Dalmatia
Pelec’h emañ enez Vis e Dalmatia

E-pad meur a gantved e oa bet stag ouzh Venezia, betek 1797. Goude se e voe troe-ha-tro e Rouantelezh Italia, e Proviñsoù Illiria, en Impalaeriezh Aostria-Hungaria, e Yougoslavia hag e Kroatia, evel ar peurrest eus Dalmatia.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe ul lec’h repu evit Tito, a oa kuzhet en ur vougev en enezenn. Betek 1989 e oa un dachenn miret evit morlu Yougoslavia. N’eo nemet abaoe dizalc’hidigezh Kroatia eo digor d’an dud diavaez.