Vladimir Borisovitch Kramnik (Владимир Борисович Крамник) a zo bet ganet d'ar 25 a viz Mezheven 1975 e Touapse, Rusia (Unaniezh Soviedel).

Vladimir Kramnik e Tournamant Wijk aan Zee, 2005
Vladimir Kramnik, Dortmund 2006

Meurc'hoarier echedoù rusian ha soviedat, kampion ar bed.

Deskiñ a reas c'hoari p'edo pemp bloaz. Da unnek vloaz e teuas da vout Mestr Etrebroadel.

E 1992, Garry Kasparov a lakaas anezhañ da vont e skipailh Rusia evit Olimpiadoù Echedoù Manila (Filipinez). Merkañ a reas 8,5 poent diwar 9 posupl ha dont a reas da vout Mestr Meur Etrebroadel.

Kampion ar bed eo er rouedad PCA-Brain Games (kevre bet savet gant Garry Kasparov a-enep da Kevre Bedel an Echedoù - FIDE) adalek 2000 (goude bout trec'het Garry Kasparov) betek 2005. Trec'h eo bet Kramnik war Veselin Topalov er match aozet gant ar FIDE evit adunaniñ ar c'hampionad bedel, hervez ar FIDE. Padout a reas eus dibenn miz Gwengolo 2006 betek ar 14 a viz Here 2006.

Liammoù diavaez

kemmañ