Walter Lübcke
politiker alaman
Walter Lübcke, ganet d'an 22 a viz Eost 1953 ha marvet d'an 2 a viz Even 2019, a oa ur politikour alaman eus ar CDU, lazhet gant un enebour politikel neveznazi[1] Sevel a rae a-du gant degemer enbroidi en Alamagn ; heuliet en devoa mennad Angela Merckel "Wir schaffen das" ("dont a raimp a-benn"). Embannet en devoa «Ar re n'int ket a-du gant hon talvoudegezhioù a c'hell cheñch bro pa fell dezho ma n'int ket a-du»[2]. Adkavet e oa bet war leurenn e di gant ur bolod en e gorf. Un neveznazi, Stephan Ernst, hag en devoa plantet ur vombezenn e 1993 en un oaled labourerien estrañjour a zo bet paket abalamour d'e roudoù DNA.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) 'Marianne, 18/06/2019. Kavet : 18 Mezheven 2019.
- ↑ https://plus.lesoir.be/233128/article/2019-06-26/allemagne-un-neo-nazi-avoue-le-meurtre-dun-elu-pro-refugies