War on Gangs
E Stadoù-Unanet Amerika, ar War on Gangs zo ul luskad broadel evit digreskiñ galloud hag obererezhioù ar gangoù. An termenadur a vez implijet evit darn eus an oberiadurioù enep gang sevenet en SUA gant ar servijoù surentez. Ouzhpenn-se e vez klasket talañ ouzh an trafikerezh dramm el live rannvroel ha kevredadel. Ar War on Gangs a glask kaout un oberiantiz e-pep live eus buhez ar vro, an ajañsoù kevredadel a glask terriñ kelc'h ar feulster dre harpañ ha labourat don gant ar polisoù Stad hag al labourerien sokial.
Istor
kemmañAr bandennoù torfedourien gang a zo deuet war-wel e Stadoù-Unanet Amerika er bloavezhioù 1820, dreist-holl e korn-bro New York. Obererezhioù ar gangoù a oa 'maez lezenn, pa dremenas al lezenn a-enep an drammoù e 1912 e-pad Kendalc'h etrebroadel an Opiom. Adalek ar mare-se e oa bet roet lañs bras d'ar gangoù a oa engouestlet en trafikerezh-se.
Er Stadoù-Unanet e voe uhelaet kalz an niver a emouestlidi en aozadurioù torfedou-se er bloavezhioù 1970 ha 1980. Liammet eo ar fed-se ouzh ur goulenn uheloc'h-uhelañ a zramm gant an dud.
E 1991 e voe istimet e oa 774 000 ezel er gangoù oberiant dre ar vro.