Wege zu Kraft und Schönheit
Wege zu Kraft und Schönheit (alamaneg a dalvez Hentoù an nerzh hag ar vraventez) a zo un teulfilm digomz e gwenn ha du a voe sevenet en Alamagn gant Nicholas Kaufmann ha Wilhelm Prager, da vare Republik Weimar. E 1925 e teuas er-maez.
SujetAozañ
Er film e tiskouezer lec'h ar c'horf er gevredigezh vodern, ma ne ra ket an dud (paotred koulz ha merc'hed) war-dro o braventez hag o yec'hed. D'ar mare-se e rae berzh ar Körper Kultur en Alamagn. Ar sevenadur-se a voe implijet goude-se gant an Nazied.
Ar filmAozañ
Pemp lodenn a ya d'ober ar film :
- 1. Gresianed an Henamzer hag ar mare bremañ
- 2. An embregerezh korf hag ar yec'hed
- 3. Lodenn 3
- 4. An dañs
- 5. Ar sport
- Er film e weler dañsourien ha dañsourezed skol-dañs Mary-Wigman-Schule, en o zouez emañ Leni Riefenstahl. Ar wech kentañ e oa dezhi c'hoari en ur film.