- Lakaat an 2 gorf er gwele tomm gant 50 gramm a bokoù gwrezus (pe muioc’h).
- Goleiñ ar c’horfoù gant 500 g a flourigoù (lakaat muioc’h diouzh c'hoant).
- Pakañ ar c’horfoù, ar vananezenn dreist-holl, muiañ ma c’hallor (diwallit na strinkje laezh digant ar vananezenn).
- Hejañ an 2 aval ar baradoz gant evezh, rouzañ anezho (ha n’eo ket ruziañ na ruzañ) un disterig.
- Gant begoù ar bizied, ha gant evezh bras, lakaat ar vananezenn, goude he zommañ, er forn raktommet.
Teurel evezh : leusker an 2 giwienn e-maez ar forn, ha hep o feliat !
- Dousik, c'hoari mont-ha-dont gant ar vananezenn.
- He zennañ e-maez ar forn bep an amzer, hag he zreiñ, a-benn he foazhañ evel a zo dleet, hep mui, hag evit ma ne gollfe takenn eus ar chug a zo enni.
- Lakaat ar chug da strinkañ eus ar vananezenn e-barzh ar forn, ha neket e-kichen, en ur ziwall da goll takenn ebet. Tennañ ar vananezenn, koazhet un tammig, e-maez ar forn, dousikañ ma c'haller.
- A-benn echuiñ ar wastell, laosker da c'hlec'hiañ etre an daouarn ... pe lipat an takennoù n'int ket chomet er forn, da dañva, hervez c'hoant ar geginerez.
- Laoskit da yenañ.
- Tennañ e-maez a-benn 9 miz.
Arabat eo ankounac’haat adkregiñ alies d’ober ar wastell rak gwelloc’h-gwellañ e vez ar blaz bep tro.
Skignañ e-touez ho mignoned, dezho da dañva ivez Gwastell ar garantez.
|