Wikipedia:Kendivizoù reolata/Notadur kronologel boutin hollvedel

Notadur kronologel hollvedel boutin

kemmañ

War ar bajenn-mañ e komzer eus an tu da zegemer er Wikipedia brezhonek un doare neptu, skiantel hag hollvedel da notenniñ red an amzer hep en em harpañ dre ret war un daveenn gristen.

  • Er fedoù e talvez :
  1. Klask gwelet hag-eñ n'hallfer ket ober gant un doare all estreget kent JK, kt JK, a-raok JK, goude JK, hag all.
  2. Ma vez dalc'het ar mennozh : en em lakaat a-du war an droienn da vezañ degemeret evit se.

Liammoù estren war ar c'hraf-mañ

kemmañ

Evit magañ ar preder :

Eskemm soñjoù

kemmañ

hag ur sistem ez eus e brezhoneg evit chom hep ober gant goude J.K. a-benn chom neptu evel ar ar wiki e saozneg (common era da skwer)? ne blij ket din na tamm ebet rankout ober gant ur sistem kristen... Neal 24 C'hwe 2006 da 14:05 (UTC)[respont]

  • Gwir eo, ne vefe ket fall, met n'ouzon ket penaos ober. A-wechoù eo re gatolik ar brezhoneg hengounel, ret e vefe divizout ur sistem neptu. --J. Pokorny 24 C'hwe 2006 da 14:09 (UTC)[respont]
    • war a welan e vez implijet common era (CE) ha before common era (BCE) e galleg ivez... pe c'hoazh al latin era vulgaris (EV) - re dost marteze d'ar strollad rick e brezhoneg a finneg! :)) ha perak ket ober gant DB pe deiziad boutin e brezhoneg - ret e vije sevel ur pennad diwar-benn an termen-se ha mat pell zo. c'hoant am bije goût, avat, ali un nebut tud all war ar stumm resis hep kregiñ d'ober gantañ, rak d'am soñj e vije mat e lakaat war-lerc'h da bolitikerezh ofisiel war ar wiki e brezhoneg dre ma tenn d'an neptuegezh rik.
Yezhoù all:
alamaneg: '(v.) u. Z.' = '(vor) unserer Zeitrechnung/Zeitenwende
spagnoleg: (A)EC = (antes de la) Era Común
gresianeg: Κ.Χ. = Κοινής μας Χρονολογίας

--Neal 24 C'hwe 2006 da 15:57 (UTC)[respont]

  • Kristenoc'h c'hoazh oa ar boaz a-raok pa veze lavaret a-raok H.S., d.l.e. "hor salver". Ar saozneg CE 'zo daouduek a-ratozh-kaer, dre ma talvez CE koulz "Common Era" ha "Christian Era". "DB" ne zegouezhfe ket pa n'eo ket un "deiziad", "BB" ne lavaran ket "bloaziadañ boas" pe "bloaziadur boutin". Rognogno 24 C'hwe 2006 da 16:13 (UTC)[respont]
n'on ket gwall sur na tamm ebet ma vije bet graet a-ratozh-kaer e saozneg evit ma c'hellfe bezañ lennet e doare doare disheñvel war un dro, unan jkristen hag unan neptu: d'am soñj e vefe al lennadur kristen ur brizhkildielfennadur [1].
ya, BB ne vefe ket fall o talvezout bloaziad boutin. trugarez dit evit da alioù fur. --Neal 24 C'hwe 2006 da 16:40 (UTC)[respont]
  • Re wir ez eus ezhomm da brederiañ war ar poent-mañ. Ent personel e vefen a-du a-walc'h evit ma vefe degemeret war un oberenn skiantel evel homañ un doare neptu etrebroadel. Bloaziad boutin a blij din a-walc'h. Ar yezhoù all a ra gant an termen Era avat rak n'eo ket ur sistem bloavezhioù linennek. Un torr zo, bez' emañ ar bloavezhioù a-raok ar bloavezh unan, ha bez' emañ ar bloavezhioù goude ar bloavezh unan.
    • Sistem linennek : Big bang ---------------------------------------------------> 2006
    • Sistem gant Era : Big bang <---------- (Era 1) bl. 1 (Era 2) ---------> 2006

Setu perak e kavan spletus soñj an Era. Tu a vije d'ober gant Marevezh marteze pe c'hoazh gant hoalad. Reiñ a rafe Marevezh Boutin (MB) hag A-raok ar Marevezh Boutin (AMB) pe c'hoazh Kent ar Marevezh Boutin (KMB)

Mat, kement-se zo ur pezh cheñchamant avat rak talvezout a ra :

  1. Degemer un droienn nevez krenn e brezhoneg
  2. Mont a-enep da voazioù ober mil gozh (evel ma lavar Rognogno ez eus c'hoazh kalzik tud a ra gant H.S.).
  3. Adwelet pep tra war Wikipedia. Ganin eo bet savet an holl bennadoù evit ar c'hantvedoù, ar milvedoù hag ar bloavezhioù (ne vank mui nemet daou gantved er "Marevezh Boutin" ha rakkempennet em eus an holl batromoù evit an holl vloavezhioù ha kantvedoù evit rakkrouiñ al liammoù. Ur pezh labour hir hag arabadus eo bet me lâr deoc'h. Dibabet em boa chom hep lakaat netra evit ar bloavezhioù goude ar bloaz unan (dle just anv ar bloaz, da skouer 2005) hag evit ar bloavezhioù, kantvedoù ha milvedoù a-raok ar bloaz unan em eus graet gant kt JK evit na vije ket re hir. Savet ez eus bet dija un niver bennak a bennadoù "Kent ar Marevezh Boutin" eta : sellit ouzh IXvet milved kt JK, da skouer. Sellit ivez ouzh Roll ar C'hantvedoù (120 liamm evit ar c'hantvedoù gant ispatromoù niverus, 12 liamm evit ar milvedoù) hag ouzh Roll ar milvedoù evit en em rentañ kont eus al labour. Ur pennad all zo ivez : Kronologiezh an hoalad kristen. Ouzhpenn ar pennadoù o-unan e vefe ret reizhañ an holl liammoù a gaver strewet a-vil-vern en holl bennadoù ma vefe divizet cheñch doare ! --Fulup 24 C'hwe 2006 da 18:55 (UTC)[respont]
  • talvezout a ra ar boan evidon-me, n'on ket loaen na tamm ebet da implijout a-raok/kent Jezuz Kirist. n'eus forzh penaos ne vefe ket ret kemm pep tra zo bet graet dija, rak ne vez implijet arn diverradenn al liesañ evit menegiñ kent/a-raok ha neuze ne vefe ket ret adwelet ar c'hantvedoù goude. ur c'hinnig e oa evit mont war-raok. marteze e vije tu da bep hini d'ober gant an termen a blij dezhi/añ ar muiañ rak kebvatal int n'eus forzh penaos, sañset

Neal 24 C'hwe 2006 da 19:46 (UTC)[respont]