IXvet milved kt JK
Padout a ra an IXvet milved kent JK eus ar bloaz -9000 betek ar bloaz -8001 e-barzh. N'emañ ket an deiziadoù-se da vezañ kemeret en o ster strizh rak n'eus deiziad ebet eus ar mare-se a c'hallfe bezañ istimet pizh a-walc'h.
Lodek eo an IXvet milved kent JK eus ar mezolitek, anezhañ ur marevezh tremen a ya eus an XIvet milved kt JK betek an neolitek, e-tro ar Vvet milved kt JK .
Lodek eo ivez an IXvet milved kent JK er paleolitek uhelañ zo ur marevezh eus ar ragistor a ya eus - 35 000 bloaz da - 7 500 bloaz kent JK gant steuzidigezh ar re ziwezhañ eus tud Cro-Magnon.
Bed – Dindan 10 milion emañ poblañs ar bed moarvat.
Darvoudoù
kemmañ9 000 kt JK
kemmañ- Reter-kreiz :
- Siria : plantet e vez edoù gouez en-dro da gêriadennoù (ed tuchennoù Taurus) war tachennoù bet prientet er-maez eus o biotop naturel.
- Mezopotamia : en em ledañ a ra ar gounit edoù fonnus war-du plaenennoù strujus an Eufrat gant ed dastumet war menezioù Zagros. Er c'hêriadennoù, kentañ saverezh deñved doñvaet; ar gloan avat ne vo ket implijet a-raok an IIIe milved kt JK.
- Savet ez eus ur santual natoufat war lec'hiad kozh Jericho, staliet e-kichen ur vammenn dihesk ha merket gant ur grugell.
- Sina : ac'hubet eo mougev Xianrendong evit ar wech kentañ (eus 9 000 kt JK betek 5 500 kt JK). E-touez an ostilhoù maen e kaver skraberioù, minaouedoù, begoù biroù ha treantoù. Ur staliadur hanterbadus eo a dalvez da boent loc'h evit ergerzhadegoù termenet.
- Mor Kreizdouar – Kregiñ a ra Mab-den da ac'hubiñ inizi ar mor Kreizdouar.
8 700 kt JK
kemmañ- E-tro 8700-8400 kent JK Enez Vreizh : lec'hienn Star Carr e Yorkshire hiziv, e Breizh-Veur, annezet gant tud Maglemozat
8 500 kt JK
kemmañ- Afrika : er Sahara, implij kentañ ostilhoù mikrolitek ha deroù an arz roc'hellek er Sahara; eztaolet e vez loened gouez ha, da c'houde, loened doñv.
- Amerika : e Perou, gounezet e vez geotennoù a bep seurt, fav, skilbebr hag aouravaloù evit ar wech kentañ.
- Enez Vreizh – Chaseourien an Neolitek o kampiñ e Cramond; s.o. ragistor Bro-Skos.
8 300 kt JK
kemmañ- Reter-nesañ – annezadurioù neolitek e Jericho
8 300 kt JK
kemmañ- Europa
- Deroù marevezh ar mezolitek.
- Kreskiñ a ra implij an ostilhoù mikrolitek.
- Enez Vreizh – en em gavout a ra chaseourien-kantreer e Bro-Saoz a-hiziv
- E Galia, emañ ar muianniver war an aod hag er c'hoadegi gant ur seurt homo sapiens nevez, iziloc'h ha dolikokefal — emdroadur war ober abaoe - 13 000 hag a bado betek - 5 000 .
8 000 kt JK
kemmañ- Afrika – Engravadurioù kentañ testeniekaet war mein e mougev Apollo 1.
- Norvegia – Annezet Øvre Eiker
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
kemmañ8 000 kt JK
kemmañ- Bed – Krediñ a reer e c'hallje bezañ bet eskemmoù kenwerzhel war ar butun etre Afrika ha Suamerika
- Eskemm madoù, kenaozadur teirventek ur reizhiad kontañ/renabliñ hag arc'hwel eskemm.
- An eskemm madoù a c'haller sellet outañ evel ouzh un deknologiezh brizhskrivañ kentañ.
- Mezopotamia – Labour-douar.
- E norzh Siria, gounezet e vez seurtoù ed.
- Doñvaet an deñved hag ar givri.
- Reter-kreiz – implij ostilhoù sileks eus norzh ha kreiz Arabia er c'humuniezhioù chaseourien-dastumerien.
- listri pri-prad ha delwennoùigoù tud ha loened e terracotta produet e Ganj Dareh e kornôg Iran
- Azia – Doñvaet ar pemoc'h e Sina ha Turkia
Emdroadurioù an endro
kemmañ8 300 kt JK
kemmañ- Europa : ur wech en em dennet ar skornegi eo laosket dizolo tiriadoù izel ec'hon-meurbet a vez beuzet-diveuzet; eno e tiorren plant ha spesadoù loenel nevez a vez aes o chaseal pe o dastum.
8 000 kt JK
kemmañ- Bed – Sevel a ra live ar morioù
- Da get ez a ouzhpenn 40 milion a loened
- Dour-beuz war takadoù douar ec'hon-meurbet abalamour da ziskorn ar skornegi
- Antarktika – kregiñ a ra ar skornegi da deuziñ a-follennoù war hirdermen
- Azia – sevel a ra live ar morioù da-heul an tommañ hollek
- Norzhamerika – En em dennañ a ra ar skornegi hag e-tro -8000 eo diac'hub ar Wisconsin da vat.