Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05 bloaz 2009
02/02/2009 — 08/02/2009
Rummadoù peuzc'houllo
kemmañD'am soñj e vije dereat serriñ ar rummadoù
- ha n'eus mann enne
- ha n'eus nemet UR pennad enne
Daou bennad a zo ret da vihanañ d'ober ur rummad: penaos emañ kont er wikioù all? Bianchi-Bihan 3 C'hwe 2009 da 02:52 (UTC)
- Talvoudus a c'hellont bezañ koulskoude e degouezhioù resis ha neuze da vezañ miret( so. da skouer Rummad:Yezhoù Island) Neal (Kaozeal) 6 C'hwe 2009 da 07:19 (UTC)
Rummadoù al Lennegezh
kemmañUr rummad: romant zo, 2 bennad ennañ, ur rummad: romantoù brezhonek ha n'emañ ket e-barzh met 5 pennad ennañ, ur rummad: levrioù italianek gant 2 romant e-barzh, en ur rummad: levrioù a zo karget mat ... Kompreno neb a c'hallo.
- Goulenn a ran : distruj ar rummad: romant. Bianchi-Bihan 5 C'hwe 2009 da 22:56 (UTC)
- Ret eo lakaat goulennoù evel-hen el lec'h dereat evit gallout ober war o zro. Neal (Kaozeal) 6 C'hwe 2009 da 07:20 (UTC)
Ret eo mirout ar rummad romant evit ar pennadoù m'eo an doare ober ur romant o sujed hag ar rummadoù romantoù. Evel-just, n'eus ket da lakaat ennañ pennadoù dwb romant-mañ romant e-barzh. Siwazh, n'eus ket kalz a dud prest da sevel ur rann fonnus dwb sevel al lennegezh, met ret eo mirout ar pezh a vo implijet en dazont sur. Dindan ar rummad romant e c'hellfer avout : itrik, istor ar romant ha rummadoù ar romantoù : polis, skiant-faltazi, r.-karantez, danevell, hag all --Ch. Rogel 8 C'hwe 2009 da 22:35 (UTC)
- Kement-se a zo anvet lennegezh: hag en ur rummad :lennegezh e vo lakaet romantañ ( a zo er geriadur) , e-kichen ar rummad:romantoù. Ñ'eo ket peogwir e lavarer "le roman" e galleg eo ret ober kemend-all e brezhoneg. Les Droits de l'enfant dezho a zo Gwirioù ar Vugale dimp. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2009 da 02:00 (UTC)
Plas etre div lodenn eus ur pennad
kemmañDemat d'an holl. Pa lakan fotoioù em bez kudennoù ingal evit lezel lec'h etre div lodenn eus ur pennad: s.o. Lannejenn ha Lannarstêr. Piv a c'hello displegañ din, trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 6 C'hwe 2009 da 14:44 (UTC)
- Bet on 'welet Lannejenn. Mat eo mo's'? Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2009 da 02:01 (UTC)
doublon
kemmañBonjour, Il semble y avoir un doublon :
Quelle est la bonne orthographe ? Merci Vargenau 7 C'hwe 2009 da 12:30 (UTC)