Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 06 bloaz 2010

08/02/2010 — 14/02/2010

skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Patrom: Bier

kemmañ

Brav ken-ken en izelvroeg [[1]]

Trappist
 

Goerezh : Saccharomyces cerevisiae
Dregantad alkool : eus 3,5 da 11,3%
Ed : heiz
Orin : abatioù sistersian

Piv a c'hello sevel unan ken brav e brezhoneg? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod Kadbzh 7 C'hwe 2010 da 19:44 (UTC)[respont]

Klasket'm eus met n'on ket deuet a-benn.--Ex-Smith 7 C'hwe 2010 da 20:20 (UTC)[respont]
Graet eo : {{Infobox bier}}. Ar ger lagering a zo da dreiñ c'hoazh, hag un nebeud displegadennoù ivez er bajenn Patrom:Infobox bier/teul. --Yun (kaozeal) 8 C'hwe 2010 da 09:28 (UTC)[respont]
An dra-mañ zo ivez er pennadoù flandrezek , hag a vije da sevel en hon yezh: nl:Sjabloon:Navigatie trappistenbier 193.49.222.182 8 C'hwe 2010 da 10:40 (UTC)[respont]
Graet eo : {{Bieroù trappist}}. --Yun (kaozeal) 8 C'hwe 2010 da 13:41 (UTC)[respont]
Koantik eo, ken na ro c'hoant din da vont da lipat unan. Bianchi-Bihan 8 C'hwe 2010 da 17:07 (UTC)[respont]

Ur bern pennadoù zo, evel hemañ, er memes rummad hag er re amezek, ma c'haller c'hoari lakaat bannieloù broioù: ma plij al labour-se da unan bennak. Gwelout a ran un hanter-kant den prest da redek di da reiñ bec'h... Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2010 da 18:47 (UTC)[respont]

Krimea

kemmañ

Ma oar unan bennak al lizherenneg kirillek vefe brav mont da deurel ur sell ouzh an div daolenn lakaet ganin er pennad Krimea (Rannoù melestradurel). An treuzkrivadur 'm eus lakaet eo an anv kavet er wiki saozneg ha ne gav ket din e klot bewech gant an anv ukraineg. A galon.--Gouerouz 12 C'hwe 2010 da 17:39 (UTC)[respont]

Talvoudus?

kemmañ

Kantonioù Il-ha-Gwilen

kemmañ

E roll kantonioù Il-ha-Gwilen e weler e chom daou ganton da sevel ur pennad diwar o fenn : kanton Roazhon-Bréquigny ha kanton Roazhon-le Blosne. Daoust hag-eñ e vefe tud amañ a ouife penaos e vez lavaret Bréquigny ha le Blosne gant brezhonegerien Roazhon ? --Yun (kaozeal) 12 C'hwe 2010 da 20:36 (UTC)[respont]

Brekiniou evit "Bréquigny" [2] hag Ar Blon evit "Le Blosne" [3].--Gwendal 12 C'hwe 2010 da 20:59 (UTC)[respont]
Brav! Trugarez. A galon. Klaod Kadbzh 12 C'hwe 2010 da 21:11 (UTC)[respont]
Trugarez ! Gant se em eus gallet klokaat kartenn kantonioù Il-ha-Gwilen. --Yun (kaozeal) 12 C'hwe 2010 da 22:06 (UTC)[respont]
Ar goulenn a oa : Daoust hag-eñ e vefe tud amañ a ouife penaos e vez lavaret Bréquigny ha le Blosne gant brezhonegerien Roazhon ? Un hanter respont a c'hallan ober: Brekigni ha Brekinieg gant kelennerien vrezhonek al lise (Lycée Bréquigny). Met rannyezhoù all zo en ofisoù. Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2010 da 22:41 (UTC)[respont]
Met rannyezhoù all zo en ofisoù Perak e ra an ofis gant stummoù disheñvel eus ar vro neuze?--Gwendal 13 C'hwe 2010 da 07:45 (UTC)[respont]
Ur goulenn mat, da ober er chomlec'h mat. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2010 da 09:00 (UTC)[respont]


Ma c'hall ar verourien dihun ober ur sell Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2010 da 09:05 (UTC). War a seblant eo bet skubet ar bajenn. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2010 da 09:06 (UTC)[respont]

Goulenn gant Mardetanha. Gantañ eo bet lamet kuit. --Yun (kaozeal) 13 C'hwe 2010 da 11:24 (UTC)[respont]
  • Evezhiadennoù a oa bet graet aze daou vloaz zo diwar-benn anv ar rummad Rummad:Wikipedourien dre o yezhoù. Poent eo ober hor soñj etre Wikipedourien hervez o yezh ha Wikipedourien hervez o yezhoù da anv nevez ar rummad.
  • Goude se e vo ret adrummañ ar 123 rummad e zo ennañ. Ha p'emaomp ganti e c'hellfemp adenvel ar rummadoù-se (implijer af ; implijer br ...) hag o lakaat el liester (implijerien af ; implijerien br ...) evit doujañ da bolitikerezh ofisiel ar Wikipedia brezhonek : Wikipedia:Rummadiñ.
  • Pa vo sklaeraet an daou graf-se e c'hellimp sevel ar patromoù hag ar rummadoù babel a vank.
  • Prest on d'ober war-dro an dra-se gant sikour ma robot. --Yun (kaozeal) 13 C'hwe 2010 da 11:24 (UTC)[respont]
Trugarez Yun da lañsañ en-dro ar gaoz. Wikipedourien hervez o yezhoù hag implijerien br a zo mat din.--Gwendal 13 C'hwe 2010 da 11:32 (UTC)[respont]
Ma klaskit an awen : http://cy.wikipedia.org/wiki/Nodyn:Defnyddiwr_br-0 ha http://cy.wikipedia.org/wiki/Nodyn:Defnyddiwr_br. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2010 da 12:23 (UTC)[respont]

Betek-henn n'eus bet nemet un ali. Ha mat eo ober gant Wikipedourien hervez o yezhoù d'an holl ? --Yun (kaozeal) 19 C'hwe 2010 da 05:41 (UTC)[respont]

Dre/hervez

kemmañ

Testenn adkaset eus [4]

Ur rummad:Istor ar broioù zo, brezhonekoc'h. Labour kargañ-diskargañ. Bianchi-Bihan 25 Kzu 2009 da 09:23 (UTC)[respont]

 Evit seurt labourioù eo emaon o klask kaout ur bot war hor wiki-ni. Torr-penn spontus e vefe ober al labour kargañ-diskargañ mod all. --Y-M D 25 Kzu 2009 da 11:04 (UTC)[respont]
Meur a rummad a zo anvet war ar patrom-se, evel rummad:Wikipedourien dre o yezhoù. Mat e vefe kaout un emglev hollek evit adenvel anezho. X(unander pe liester) hervez o Y(unander) a ginnigan. Pa vo bet kavet un emglev e c'hellin ober war-dro ar rummadoù-se gant sikour ma Bot. --Yun (kaozeal) 16 C'hwe 2010 da 14:22 (UTC)[respont]
Ar stumm a ginnigez eo a vez implijet en un doare hollek ganeomp amañ. Implijet e vez "hervez" ha ket "dre". --Y-M D 16 C'hwe 2010 da 15:12 (UTC)[respont]
Ne welan ket ar ger hervez e-barzh rummad:Istor ar broioù, setu aze petra oa abeg da'm evezhiadenn. Kontet em eus 1079 rummad d'ober war o zro : rummadoù gant dre en o zitl pe isrummadoù da seurt rummadoù. --Yun (kaozeal) 16 C'hwe 2010 da 16:13 (UTC)[respont]

Hervez Yun e vefe ur bern rummadoù gant ar stumm X dre Y. Padal e kave din e oa bet divizet ober gant ar stumm X hervez o Y. Ha graet em befe ur fazi ? Ha ne vefe bet diviz ebet ? --Y-M D (kaozeal) 21 C'hwe 2010 da 11:09 (UTC)[respont]