Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08 bloaz 2010
22/02/2010 — 28/02/2010
Ur ger ijinet eo (ha war a seblant n'ouzer ket gant piv :Kaozeal:Jironda), n'eus bet degaset testeni ebet eus e implij e brezhoneg (abaoe bloavezhioù!), neuze n'en deus lec'h ebet en holloueziadur, da ziverkañ. Ha ma ne oar den, ne deuy den da glemm, kouda? Bianchi-Bihan 21 C'hwe 2010 da 18:27 (UTC)
Plijadur o lakaat bannieloù da neb a garo. Bianchi-Bihan 23 C'hwe 2010 da 19:29 (UTC)
- Ret eo klokaat hag urzhiañ bremañ. --Y-M D (kaozeal) 25 C'hwe 2010 da 14:57 (UTC)
Porched
kemmañLavaret ez vez Daou borched pe daou porched ha Tri forched pe Tri porched. Evit bezañ sur eo... --Y-M D (kaozeal) 25 C'hwe 2010 da 14:57 (UTC)
- Respontoù a gaver e pep yezhadur, hag er wikipedia:
- kemmadur dre c'hwezhadenniñ goude tri
Bianchi-Bihan 25 C'hwe 2010 da 16:24 (UTC)
- Gallout a ri gwiriañ gant ar patrom {{Kemmadur goude un niver}}.
- ur {{Kemmadur goude un niver |niver=1 |reizh=g |lizherenn=p}}orched a ro : ur porched.
- daou {{Kemmadur goude un niver |niver=2 |reizh=g |lizherenn=p}}orched a ro : daou borched.
- tri {{Kemmadur goude un niver |niver=3 |reizh=g |lizherenn=p}}orched a ro : tri forched.
--Yun (kaozeal) 26 C'hwe 2010 da 16:24 (UTC)
- Trugarez deoc'h. --Y-M D (kaozeal) 27 C'hwe 2010 da 19:42 (UTC)
Nullañ
kemmañHag anavezout a rit ar patrom {{delete}} hag ar rummad Candidates for speedy deletion ? Piv a ra gant ar patrom {{nullañ}} ha piv en deus krouet pajennoù vot c'hoazh evel meneget er patrom-se ?
- Diouzh un tu e vez aloubet ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ ganeomp abalamour da fazioù bizskrivañ, reizhskrivadur,... pa vije trawalc'h rummañ ar pajennoù a fell dimp skarzhañ en ur rummad Candidates for speedy deletion brezhonekaet e ditl.
- Ha diouzh un tu all e kinnigomp skarzhañ pajennoù savet gant tud all hep menegiñ ar goulenn-se er pajennoù-se hag hep kas keloù d'ar re o deus labouret warno.
Setu e kinnigan mirout ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ evit aferioù bras, hag ober gant ur patrom hag ur rummad evit traoùigoù bihan. --Yun (kaozeal) 26 C'hwe 2010 da 16:47 (UTC)
- N'ouzon ket re petra soñjal. Ar bajenn Wikipedia:Pajennoù da nullañ a dro kentoc'h mat, met a-du e vefen evit amprouiñ an doare a ginnigez deomp. Marteze e vefe efedusoc'h. --Y-M D (kaozeal) 27 C'hwe 2010 da 19:40 (UTC)
- Goulenn ali Neal, eñ en doa klasket lakaat urzh en doare-se ivez ma'm eus soñj mat. Met den n'en doa klasket kompren. Bianchi-Bihan 1 Meu 2010 da 04:10 (UTC)
Rummadoù
kemmañN'ouzon ket diouzh an traoù-se, neuze e rin ur goulenn: n'eo ket un tamm heñvel ar rummad : stumm douarel (anv iskis) hag ar rummad:geomorfologiezh ? N'eo ket koulz ober gant Rummad: torosennadur (a gomprenan)? Kemeromp hon amzer, n'eus ket mall (kleñved ar wikipedia) ha kavomp un diskoulm mat. Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2010 da 18:10 (UTC)