Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 12, bloaz 2021
22/03/2021 — 28/03/2021
kemmañFazi ?
kemmañGant Implijer:Kevregourez eo bet adanvet ar pennadoù Silisiom ha Kalsiom, aet da Silikiom ha Kalkiom, gant an displegadenn "Fazi en anv ar pennad". Ne gav ket din e vije bet graet ur "fazi" gant an hini en doa savet ar pennadoù-se, Implijer:Trec'hlid mitonet, e 2011. Ur choaz disheñvel a ra Kevregourez diouzh an hini graet gant Trec'hlid mitonet, en doa skrivet "s" ar pezh a zo "c" e latin hag a zo distaget "s" pe "ts" en un toullad yezhoù ("Calsiwm" e kembraeg da skouer). E-pad tost da zek vloaz ne oa bet den ebet o kavout abeg er pezh a oa bet skrivet gant Trec'hlid mitonet... Dereat e vije bet a-berzh Kevregourez kaozeal a-raok kemm an titloù, e-lec'h skrivañ e oa ur "fazi en anv ar pennad". --Llydawr (kaozeal) 23 Meu 2021 da 11:44 (UTC)
Dibabet fall ar ger "fazi" ganin marteze, "dispredet" a vefe bet gwelloc'h ; digarez a c'houlennan mard em eus feuket den pe zen.
Bezet pe vezet, kalkiom ha silikiom zo Geriadur brezhoneg An Here abaoe 2001, dek vloaz a-raok ma vefe skrivet kalsiom ha silisiom er Wiki ; heñvel e Geriadur ar Gimiezh ha Geriadur Ménard.
Atav e vez <c> distaget kalet ( [k] ) e latin ; merkit emañ keziom, frankiom hag all e taolenn beriodek an elfennoù, ha den ebet n'en deus o c'hemmet e seziom ha frañsiom (dre eurvad !).
An distagadur gallek a oa bet dibabet, ne'm eus graet nemet reizhañ hervez ar mammennoù brezhonek nevesañ.
A-du on evit kaozeal, evel-just, met ne soñj ket din on bet dizereat pa'm eus nevesaet ar pennadoù-se. — Kevregourez (kaozeal) 23 Meu 2021 da 12:06 (UTC)
- Hag ivez : 1978, Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton français : p. 414a, kalkiom ; p. 721a, silikiom. 90.32.68.178 23 Meu 2021 da 15:38 (UTC)
- Unan c'hoazh : 1970, Al Liamm 143, p. 457 : « Reizh eo pep tra en ho kwad. Un tamm kalkiom. » 90.32.68.178 23 Meu 2021 da 15:46 (UTC)
- Trec'hlid mitonet, p'en doa savet e bennad, a ouie ervat peseurt stumm a oa bet kinniget gant Preder gwechall : kalkiom. Gouzout a rae ivez peseurt stumm a vez implijet bremañ en eil derez Diwan (Kreizenn ar Geriaouiñ) : kalsiom. Hag etre an daou stumm en doa choazet hini ar skolioù. "Dispredet" emezit-hu ? --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2021 da 20:08 (UTC)
- Din da c'houzout e ra tud Diwan gant kalkiom, evel an dud all, moarvat dre ma 'z eo ar ger a gaver er geriadurioù (Hemon, An Here, Ménard...) hag el levrioù abaoe ouzhpenn un hanter gantved. Poan gollet eo klask rediañ an dud da lavarout *kalsiom, re ziwezhat eo. Ha perak e skrivit e ve bet krouet ar ger kalkiom gant Preder ? 2.14.197.97 2 Ebr 2021 da 11:02 (UTC)
- Un nebeut skouerioù eus pouez Kreizenn ar geriaouiñ :
- "véhicule gweturaj .g -où" (Brezhoneg21) ; "Skeudennoù karbedoù" (Bannoù-heol, https://bannouheol.com/br/furchal/skeudennou-karbedou)
- "application aplikadenn .gw -où" (Brezhoneg21) ; "Evit staliañ an arload Pronote war Android :" (Lise Diwan Karaez, http://lisediwankaraez.bzh/2020/03/pellabour)
- "système sistem .g -où" (Brezhoneg21) ; pa glasker reizhiad gant Google e kaver tost da 70000 respont.
- 2.14.197.97 2 Ebr 2021 da 11:30 (UTC)
- Trec'hlid mitonet, p'en doa savet e bennad, a ouie ervat peseurt stumm a oa bet kinniget gant Preder gwechall : kalkiom. Gouzout a rae ivez peseurt stumm a vez implijet bremañ en eil derez Diwan (Kreizenn ar Geriaouiñ) : kalsiom. Hag etre an daou stumm en doa choazet hini ar skolioù. "Dispredet" emezit-hu ? --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2021 da 20:08 (UTC)