Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 16, bloaz 2010
19/04/2010 — 25/04/2010
- Skrivañ un dra bennak er c'hwezekvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
i pe get?
kemmañ[[1]] ha [[2]] --Ex-Smith 17 Ebr 2010 da 20:08 (UTC)--Trec'hlid mitonet 18 Ebr 2010 da 16:14 (UTC)
- An dibennoù en -a a ra o liester en -où (nemet loaioù).
- Trugarekaat. --Ex-Smith 18 Ebr 2010 da 21:02 (UTC)
Evit abegoù
kemmañE-touez an troioù-lavar modern (fall d'am meno) o deus kemeret lec'h troiennoù kozh (mat d'am meno) emañ homañ (kavet ganin er pennad Oded) : evit abegoù politikel. Kinnig a ran distreiñ da droiennoù brezhonekoc'h : en abeg d'ar politikerezh, abalamour d'ar politikerezh pe da abegoù politikel (un tamm re bonner), dre abeg politikel ... Met marteze e c'haller kavout traoù all.
- Pa glasker "evit abegoù" gant [[3]] e kaver peadra da naetaat.
Bianchi-Bihan 19 Ebr 2010 da 09:03 (UTC)
Ploubêr hag he skol divyezhek
kemmañSkrivet eo ez eus ur skol divyezhek eno. Marteze. Kaoz eus se zo bet e lec'h all c'hoazh: neuze e vefe divyezhek an holl glasoù, rak n'eo ket divyezhek ar skol war zigarez ur c'hlas divyezhek hepken. Ur skol gristen pe gatolik eo ar skol-se? Klevet em eus ivez e vije paouezet gant ar brezhonek er skol gatolik. Honnezh an hini eo? N'eo ket sklaer a-walc'h eta ar c'heleier skignet er pennadoù db ar c'helenn divyezhek. Bianchi-Bihan 19 Ebr 2010 da 17:57 (UTC)
- Kredet em eus kompren ne oa ket skolioù (prevez pe bublik) divyezhek, nemet klasoù divyezhek enno. Marteze e fazian. --Ex-Smith 19 Ebr 2010 da 18:17 (UTC)
- Ar fazi zo gant an hini a vesk skol ha klas hag a ya da skignañ sifroù hep reiñ ster dezho. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 03:06 (UTC)
Yezhoù
kemmañLenn a ran:
- Potigwareg (potiguara)
- Omagweg (omagua)
- Kokomeg (cocoma)
N'in ket da lenn an holl bennadoù all, met kavout a ra din, penegwir e skriver hag e lavarer kembraeg hag hebraeg (pe hebreeg) ha ketchwaeg (dre chañs n'em eus ket kavet ketchweg) e rankfe bezañ potigwaraeg, omagwaeg, kokomaeg. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 17:37 (UTC)
War hor pouezig
kemmañWar hor pouezig war-du 33 000 pennad. --Ex-Smith 20 Ebr 2010 da 17:53 (UTC)
- 33 333 pennad zoken.--Gwendal 20 Ebr 2010 da 18:01 (UTC)
- Dale zo ganin neuze. --Ex-Smith 20 Ebr 2010 da 18:06 (UTC)
- 33001 ganin. Ec'h an d'ober daou pe dri all; Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 18:07 (UTC)
- 33 002 amañ.--Ex-Smith 20 Ebr 2010 da 18:16 (UTC)
- 33007. Exu vit poent. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 18:22 (UTC)
- 33001 ganin. Ec'h an d'ober daou pe dri all; Bianchi-Bihan 20 Ebr 2010 da 18:07 (UTC)
Brav, brav eo an disoc'h. Tremen an 33 000 a zo plijus. --Y-M D (kaozeal) 20 Ebr 2010 da 18:29 (UTC)
- Ma vije kenurzhiet mat an traoù e c'hallfemp tremen eus 52vet da 50vet dindan ur miz. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2010 da 04:02 (UTC)
- Da lavaret eo ? Penaos 'ta bezañ kenurzhiet mat ? Ar wiki hag a zo en 51añ plas en deus 37 949 pennad, se 'ra ur sapre diforc'h ganeomp memestra. --Y-M D (kaozeal) 21 Ebr 2010 da 09:19 (UTC)
- Penaos? Evel am eus graet gant pennadoù Pernambuco. Ezhomm zo d'ober 100 pennad bemdez etrezomp holl e-pad 50 deiz, pezh a ra 10 pennad bemdez evit 10 den. Tud zo a oar ober kemend-all : ar re o deus graet dija. Ur wech em eus graet 100 ma-unan en un deiz. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2010 da 10:13 (UTC)
- Ya gwir eo. Marteze ne vi ket a-du ganin war ar pezh a lavarin da-heul. Me gav n'eo ket tout sevel pennadoù, ne lavaran ket ez eo didalvoud an niver a pennadoù savet, met ret eo e vefe un tamm talvoudegezh ganto. Da betra kaout 100 000 pennad ul linenn bep tro hepken, e lec'h ma ne vez desket seurt ? A-du evit kaout un toullad pennadoù, met gant trawalc'h a zanvez. Hag un toullad pennadoù hag a zo bet savet amañ dija a vez diglok a-walc'h. --Y-M D (kaozeal) 21 Ebr 2010 da 12:57 (UTC)
- Penaos? Evel am eus graet gant pennadoù Pernambuco. Ezhomm zo d'ober 100 pennad bemdez etrezomp holl e-pad 50 deiz, pezh a ra 10 pennad bemdez evit 10 den. Tud zo a oar ober kemend-all : ar re o deus graet dija. Ur wech em eus graet 100 ma-unan en un deiz. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2010 da 10:13 (UTC)
- Da lavaret eo ? Penaos 'ta bezañ kenurzhiet mat ? Ar wiki hag a zo en 51añ plas en deus 37 949 pennad, se 'ra ur sapre diforc'h ganeomp memestra. --Y-M D (kaozeal) 21 Ebr 2010 da 09:19 (UTC)
- Ma vije kenurzhiet mat an traoù e c'hallfemp tremen eus 52vet da 50vet dindan ur miz. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2010 da 04:02 (UTC)
- A-du betek ur poent, met pelloc'h eget ar poent-se n'in ket: ur varnadenn dre vras eo, ha mat e vez sellout ouzh an traoù a dostoc'h.
- Pa welan pennadoù zo e saozneg pe kembraeg pe galleg db kumunioù zo eus Brazil pe ur vro all e lavaran e c'hallomp ober kemend-all aes.
- Boulc'hañ ur pennad a ranker ober a-raok echuiñ anezhañ.
- Netra ne vir ouzh den mont da hiraat ur pennad ma kav dezhañ ez eus ezhomm. N'eo ket a-walc'h barn ur pennad ha lavarout eo diglok, se zo aes, n'eus nemet gwellaat anezhañ goude, se zo diaesoc'h.
- Ur pennad db ur gumun eus Brazil ma lavarer e pe stad emañ, gant ur gartenn ouzhpenn hag un displegadur brezhonek dindani, gant liammoù dereat, e brezhoneg yac'h (pezh na gaver en holl bennadoù), n'eo ket ken fall-se, ha n'eo ket bet graet gwech ebet e brezhoneg.
Met a-du e vin ganit : pezh n'eo ket fall n'eo ket mat a-walc'h c'hoazh. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2010 da 17:46 (UTC)
- Evidon-me n'eo ket trawalc'h sevel pennadoù nevez na vint lennet nemet nebeut a wechoù. Ma'z eus amzer da dremen o vefe koulz gwellaat reoù a zo dija. Gant ar brezhoneg emañ unan eus an "donderioù" disterañ (depth) [4] (bann dehou), da lavaret eo al labour, ar cheñchamantoù war pep pennad. Kemeromp da skouer broioù 'zo evel Hungaria pe Portugal, gwall skort int. Pennadoù a-bouez int, pe e tlefent bezañ da vihanañ. Kalz talvoudusoc'h (istor, arz, kegin...) evit nep brezhoneger eget kumunioù eus Brazil, lakaomp.--Trec'hlid mitonet 21 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
- D'am soñj e tigorer ur gaoz all amañ. Pep hini a lenn ar pennadoù nevez a blij dezhañ, ha me a lenn ar re db an an arz, an istor, hag an douaroniezh ha ne sellan ket ouzh ar sonerezh stadunanat pe ar manga a blij da lod all. Pep hini a skriv db ar pezh a blij dezhañ, me a blij Brazil din (douaroniezh, istor hag all) ha marteze on an hini nemetañ, met diouzh gwelout, Portugal pe Hungaria ne blijont da zen ebet. Ne gredan ket e vije lennet kalz wikipedia gant ar vrezhonegerien, ha sur on n'eo ket ar pennadoù hir a lennont ar muiañ, pe neuze e rafent amañ pezh na reont ket gant al levrioù. Koulskoude e vin a-du ganit war ur poent : traoù zo hag a zo pouezusoc'h eget re all (met n'on ket sur ez eo ar memes re gant pep hini). En tier-embann ez eus renerien evit urzhiañ ha kenurzhiañ, amañ n'eus ket, gant se n'haller ket kenurzhiañ kalz a dra. Met pa vo prest an holl da labourat war Hungaria e kemerin perzh evelto. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2010 da 04:04 (UTC)
- Ne vez ket lennet kalz pennadoù Wikipedia brezhonek gant an dud, a-du, met perak dont da lenn pennadoù n'eus ket outo, pe tost netra e-barzh ? Me gav din e lenner pennadoù hir pa vezer dedennet gant a tem (ha pa 'z eus traoù da lenn ha da zeskiñ). Reiñ a rin skouer ur pennad bet savet ganin evit ma ne vefe feuket den. Perak e chomfe tud da lenn ar pennad Anakin Skywalker, pa 'vezont kalz klokoc'h e saozneg, galleg, kastilhaneg, pe c'hoazh alamaneg ? Hag e-mod-se eo evit un toullad pennadoù. Ha n'eo ket Wikipedia ur geriadurig, met un holloueziadur, d.l.e gant pennadoù bras ha klok (pa 'vez danvez). Dre-se neuze ne welan ket perak eo dedennus kaout miliadoù a pennadoù hag a zo kazi goullo, kavout a ran gweloc'h kaout nebeutoc'h, met gant muioc'h a zanvez.
- Goude ar c'henurzhiañ war an temoù a zo un afer all, met aze e kavan ez eus ur preder talvoudus all da gaout marteze. Fin n'eo nemet va ali. A galon--Y-M D (kaozeal) 22 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
- Lavaret em eus ar pep pouezusañ, ne rin nemet adlavarout ken moarvat. Wikipedia zo pezh a lakaomp e-barzh: pennadoù berr ha hir. Ha berr e vezont a-raok bezañ hir, e saozneg evel e brezhoneg. Ha hir pa vezont hiraet. Neb a gav treut ar pennadoù amañ a c'hall magañ anezho pa gar.
- Marteze e fell da lod e vije ken hir ar pennadoù evel er wikioù brasañ: ne vo ket tu biken, rak biken ne vo kement a vrezhonegerien evel a saoznegerien, nag italianegerien zoken, o labourat. Souezhus e kavan hor bije kement a lañs war ar wiki kembraek, a anavezan un tammig, rak eno n'eo ket nec'het an dud gant berr pe hir. Mat e vije derc'hel kont eus istor hon yezh ivez: biskoazh n'eus bet kaoz e brezhoneg eus kemend a draoù evel amañ a gav din. Ra vin dislavaret ma laran gaou. Brav eo gwelout un nebeud linennoù war ur gumun eus Bro-C'hall pe Euskal Herria : ne oa ket bet graet a-raok. Ma fell d'an den kavout pennadoù hir e oar pelec'h mont da glask. Ma fell dezhañ lenn brezhoneg (se a c'hoarvez) eo amañ, ha me garfe e vefe brezhoneg mat. Pezh a glasko Yann Vrezhonek d'am meno n'eo ket pennadoù hir da gentañ, met brezhoneg yac'h ha plijus. Gwelloc'h e kavan ul Larousse bihan brezhonek difazi a lennin dre vras eget un nebeud pennadoù hir db danvezioù ha n'on ket nec'het ganto tamm ebet ha ne lennin biken (Pokemon lakaomp). Ha ma Larousse bihan-me n'eo ket goullo, leun a c'hallek yac'h eo, ha difazi eo ivez. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2010 da 02:29 (UTC)
- N'eo ket va doare da welet an traoù, ne briziomp ket an traoù er memes doare. --Y-M D (kaozeal) 24 Ebr 2010 da 21:49 (UTC)
- D'am soñj e tigorer ur gaoz all amañ. Pep hini a lenn ar pennadoù nevez a blij dezhañ, ha me a lenn ar re db an an arz, an istor, hag an douaroniezh ha ne sellan ket ouzh ar sonerezh stadunanat pe ar manga a blij da lod all. Pep hini a skriv db ar pezh a blij dezhañ, me a blij Brazil din (douaroniezh, istor hag all) ha marteze on an hini nemetañ, met diouzh gwelout, Portugal pe Hungaria ne blijont da zen ebet. Ne gredan ket e vije lennet kalz wikipedia gant ar vrezhonegerien, ha sur on n'eo ket ar pennadoù hir a lennont ar muiañ, pe neuze e rafent amañ pezh na reont ket gant al levrioù. Koulskoude e vin a-du ganit war ur poent : traoù zo hag a zo pouezusoc'h eget re all (met n'on ket sur ez eo ar memes re gant pep hini). En tier-embann ez eus renerien evit urzhiañ ha kenurzhiañ, amañ n'eus ket, gant se n'haller ket kenurzhiañ kalz a dra. Met pa vo prest an holl da labourat war Hungaria e kemerin perzh evelto. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2010 da 04:04 (UTC)
- Evidon-me n'eo ket trawalc'h sevel pennadoù nevez na vint lennet nemet nebeut a wechoù. Ma'z eus amzer da dremen o vefe koulz gwellaat reoù a zo dija. Gant ar brezhoneg emañ unan eus an "donderioù" disterañ (depth) [4] (bann dehou), da lavaret eo al labour, ar cheñchamantoù war pep pennad. Kemeromp da skouer broioù 'zo evel Hungaria pe Portugal, gwall skort int. Pennadoù a-bouez int, pe e tlefent bezañ da vihanañ. Kalz talvoudusoc'h (istor, arz, kegin...) evit nep brezhoneger eget kumunioù eus Brazil, lakaomp.--Trec'hlid mitonet 21 Ebr 2010 da 20:54 (UTC)
- Meur a ali zo er bed:
- Lod a blij, lod all ne reont ket,
- Hag evel-se e vo bepred.
- (Furnez ar bobl)
- Bianchi-Bihan 25 Ebr 2010 da 16:45 (UTC)
- Ali Baba en o zouez.--Gwendal 25 Ebr 2010 da 16:50 (UTC)
- Un Ali all a anavezan, Ali Bidaut, kamarad da Sigmund Freud. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2010 da 16:55 (UTC)
- Evel-just ez eus selloù disheñvel. Ha fent a zo ivez n'eo ket fall . --Y-M D (kaozeal) 25 Ebr 2010 da 19:07 (UTC)
- ha... meur a Alis zo e bed ar Marzoù [5] --Matilin 26 Ebr 2010 da 20:16 (UTC)
- Evel-just ez eus selloù disheñvel. Ha fent a zo ivez n'eo ket fall . --Y-M D (kaozeal) 25 Ebr 2010 da 19:07 (UTC)
Doare-skrivañ
kemmañKinniget en deus Bianchi e vefe kemmet un tamm an doare da skrivañ anv sizhunvezhioù an davarn. Er mare-mañ e vez graet gant Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15 bloaz 2010, kinnig a ra e vefe ouzhpennet ur virgulenn en titl evit dispartiañ an traoù. Dont a rafe da vezañ Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 15, bloaz 2010. Petra eo soñj ar re all ? --Y-M D (kaozeal) 20 Ebr 2010 da 18:29 (UTC)
- Heñvel eo din.--Gwendal 20 Ebr 2010 da 18:32 (UTC)
- Setu un afer a-bouez. Goulenn a ran ma vefe votet.--Trec'hlid mitonet 20 Ebr 2010 da 19:34 (UTC)
Afer a bouez all: piv a oar penaos kemmañ anv ar pennad Paol Aurelian (fazi abaoe bloavezhioù) evit ma teuy a-benn ar fin da vout Paol Aorelian. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2010 da 05:22 (UTC) Kavet un tu: chom a ra da ziverkañ ar pennad en anv fall. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2010 da 05:22 (UTC)
- Diverket Paul Aurelian. --Ex-Smith 22 Ebr 2010 da 07:14 (UTC)
- Trugarekaat. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2010 da 01:54 (UTC)
Tud zo a blij dezho mont da vrudañ o mignoned en holl wikioù. Goulenn a ran ma vo distujet ar pennad-maén evel re an holl aktourien pe aktored peurdianav dre amañ. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2010 da 17:01 (UTC)